Edmond Durtelle de Saint-Sauveur
Edmond Durtelle de Saint-Sauveur (Maezon-ar-Stêr, 3 a viz Meurzh 1881 - Roazhon, 5 a viz Here 1956) a oa kelenner war ar Gwir e skol-veur Roazhon hag istorour.
Ganet e voe e Maezon-ar-Stêr e hanternoz Bro-Naoned d’an 3 a viz Meurzh 1881. E dad, Yves Durtelle de Saint-Sauveur, a oa eus Perigord ; e vamm a oa eus ur familh gwiraourien eus Roazhon, ar familh Rubillon du Lattay.
Studiañ ar Gwir a reas Edmond Durtelle de Saint-Sauveur e skol-veur Roazhon ha buan a-walc’h en em lakaas da studiañ istor ar Gwir. E 1904 e embannas ur studiadenn war al lizheroù-feurm e Breizh gwechall. Un dezenn a reas war gwirioù ar berc’henned dalc’hoù hag a oa en em gavet emzivaded. E 1911 e krogas da gelenn e skol-veur Aljer ; bet e voe o kelenn e skol-veur Kaero ivez, hag e 1920 e tistroas da Roazhon.Eno e tremenas ar peurrest eus e vuhez, o kelenn ar Gwir er skol-veur eus 1920 da 1953.
En e labour kelenner evel en e enklaskoù e pledas kalz gant istor Breizh. Kargoù melestradurel a sammas ivez er skol-veur : dean e voe e kevrenn ar Gwir eus 1938 da 1941. War e amzer vak e oa oberiant e Kevredigezh Henoniezh an Il-ha-Gwilen hag e Kevredigezh Istor hag Henoniezh Breizh.
E 1935 e embannas e Histoire de la Bretagne des origines à nos jours, ul levr hag a dapas ar priz Gobert gant an Akademiezh C'hall hag a voe adembannet peder gwech. Un istor diazezet war an darvoudoù e oa, war an traoù meur c'hoarvezet a-hed an amzer, ha n’eo ket unan diazezet war buhez ar gevredigezh evel ma voe graet diwezhatoc’h, met gouzout a rae Durtelle de Saint-Sauveur sellet pizh ouzh e vammennoù ha burutellañ anezho. Ur plas bras a roas en e levr d’an Dispac'h gall evel ma oa c’hoarvezet e Breizh ha d’e heuliadoù.
E pennad klozañ pevare embannadur e Istor Breizh e tisplegas Edmond Durtelle de Saint-Sauveur petra e oa e savboent :
« Justement fière de son passé, la Bretagne quelles que soient les difficultés de l'heure présente est confiante en son avenir. Elle a foi dans la persistance de son individualité, conservée jusqu'ici à travers toutes les vicissitudes de l'histoire présente. Elle a dans plus d'un cas, il faut le reconnaître, souffert d'une centralisation excessive. Elle a parfois l'impression fâcheuse d'être traitée avec moins de bienveillance que d'autres régions plus favorisées. Que si elle demande un meilleur aménagement de la maison nationale, il ne convient pas de la suspecter. Bien plutôt, c'est de sa part un désir parfaitement légitime. Il peut et il doit trouver sa réalisation dans le cadre sacré de l'unité. »
Goude embann e Istor Breizh e labouras Edmond Durtelle de Saint-Sauveur evit lakaat embann L'Histoire des institutions de la Bretagne gant Marcel Planiol.
Mervel a reas e 1956, a-raok echuiñ e labour, hag a voe echuet gant Jacques Bréjon de la Vergnée, kelenner war ar Gwir ivez e skol-veur Roazhon.