Digeriñ al lañser pennañ

Unan eus Lizheroù Katolik an Testamant Nevez eo Eil lizher Sant Pêr. Savet e vefe bet al lizher-mañ « goude distruj Jeruzalem, marteze war-dro ar bloavezhioù 80, marteze un tammig diwezhatoc'h. »[1] Ouzhpennañ a ra Maodez Glanndour : « Hogen n'eus abeg pouezus ebet da gas re bell aozidigezh ar skrid, evel m'o deus faltaziet hiniennoù. »

Gant piv e oa bet skrivet ?Aozañ

Kavet 'vez goulennoù heñvel eus a re a sav gant Lizher kentañ Sant Pêr. E digoradur d'al lizheroù katolik « La Bible de Jérusalem »[2] e lenner ez eo kinniget al lizher evel unan a-berzh Sant Pêr : e anv a gaver er c'hinnig (1,1), menegiñ a ra e darempred gant Jezuz (1,14) ha lavarout a ra ez eo bet test da Treuzneuziadur Jezuz 1, 16-18. Ouzhpenn e kaver meneg eus ul lizher bet kaset a-raok a c'hell bezañ Kentañ Lizher Sant Pêr (3,1).

Met, hervez Maodez Glanndour : « An trede pennad eo koulskoude an hini a laka da sevel ar c'hudennoù an diaesañ. Rak an oberour a seblant ennañ en em lec'hiañ goude mare an ebestel[...]. »

« [...]n'eo ket bet skrivet al lizher-mañ na muioc'h na nebeutoc'h eget al lizher kentañ, gant dorn sant Pêr e-unan, met gant hini ur sekretour dindan e ano. »

«  N'hellomp ket barn al lezanvadurezh-se [hini al lizher en e bezh]gant hor menozioù a-vremañ, met hervez doareoù an Testamant kozh ha boazioù ar skrivagnerien a-wechall a oa kalz frankoc'h egedomp war ar poent-se. Evit oberour al lizher eo moarvat ur stumm d'en em ziskouez evel un diskibl feal ha tost d'an abostol kozh, ha netra ken. Rak anat eo ne fell ket dezhañ komz evel eus e berzh e-unan, met degas ur gelennadurezh abostolek, ha diazezañ houmañ war desteni tri den eus an Tadoù; Pêr da gentañ, Jud en eil pennad ha Paol en trede (2 Pêr 3 ,16). »

Bet eo bet la lizher -mañ degemeret evel kanonek adalek ar penn kentañ.

Evit piv e oa bet skrivet ?Aozañ

Peogwir e lenner (3,1) « Setu dija, va re garet, an eil lizher skrivañ deoc'h. «  e c'heller soñjal e oa bet kaset d'ar memes re hag al lizher kentañ : da ilizoù Azia-vihanañ. Lavarout a rae dezho diwall diouzh ar falsdoktored ha klask a rae stourm ouzh a o nec'hamant abalamour da zale « Deiz an Aotroù » (distro ar C'hrist e dibenn an amzer).

Peseurt kelennadurezh ?Aozañ

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour war ar poent-se :[3] « Abaoe adsav hor Salver emañ ar bed o vevañ maread diwezhañ e istor : gortoz a ra an Iliz « Deiz an Aotroù » a verko fin ar stad-mañ hag a zigoro amzer ar Reizhder gant « neñvoù nevez ha un douar nevez ». »

« Ar re Reizh n'o deus ket da gaout aon rak « Deiz an Aotroù ». Ar pezh a dleont ober eo hastañ e zonedigezh gant santelezh o buhez (2 Pêr, 3,11). rak ar pec'hedoù eo ar pezh a laka Parouriezh ar Mesiaz da gaout dale (Oberoù 3, 19-20). » « Met goude m'emaomp gant a amzerioù diwezhañ, ne oar den ebet pegoulz e teuio an Aotroù, rak dont a raio evel ul laer (2Pêr 3,10) ; ha ret eo dimp derc'hel soñj n'eo ket hon doare-kontañ heñvel ouzh hini Doue, rak evitañ « un deiz a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel un deiz » (2 Pêr 3,8). »

« Derc'hel d'ar gwirionezioù-se a zo d'ober evel diroudañ. Rak diazezet int war desteni Doue en deus komzet dimp dre e Vab. »

« D'ar gristenion wirion eta d'en em ziwall diouzh ar flasdoktored, a vez o kantren pell diouzh kelennadurezh Doue, e duder an deñvalijenn. »

Klotañ a ra ar gelennadurezh-se hep mar gant an hini a gleved da vare an ebestel e penn kentañ ar gristeniezh.

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Eil lodenn Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 534
  2. La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1593
  3. Eil lodenn an Testamant Nevez, Digoradur d'al lizheroù katolik, Al liamm, 197, p 433