Ein Kerem pe Ain-Karim (hebraeg: עין כרם, arabeg: عين كارم - ‘Ein Kārem) zo ur gêriadenn en un draonienn 7 km er c'huzh-heol da Jeruzalem. Bro c'henidik sant Yann-Vadezour eo, hag eno emañ lec’h Gweladenn ar Werc'hez Vari da Elizabed.

Ein Karem : an eienenn
Iliz Sant Yann-Vadezour

Iliz Sant Yann-Vadezour

kemmañ

E manati Sant-Yann ar frañsiskaned emañ an iliz anvet gant ar Groazidi "Sant-Yann-ar-Meneziou" en enor da c'hinivelezh sant Yann-Vadezour. Abaoe ar 4e kantvet, d'an nebeutañ, e reer eno eñvor eus Zakariaz hag Elizabed. War lec'h o zi e vefe bet savet an iliz kentañ er 4e kantvet. E hanternoz an aoter vras emañ ar c'hev, ur chapel-dindan-douar, anvet "Kev ginivelezh sant Yann", lec'h ma weler panelloù en izelvos a zispleg buhez ar sant[1]. An iliz a zo bet adsavet gant ar fransiskaned e 1675.

Iliz ar Weladenn

kemmañ

Hervez an Aviel, Mari a yeas buan en hent war-zu bro ar menezioù, d’ur gêr a Vro-Juda, evit gweladenniñ Zakariaz hag Elizabed he c'heniterv[2].

Ar Groazidi a zavas iliz ar weladenn war rivinoù un iliz vizantat. Hervez mojenn ar 6vet kanvet e vije bet digoret ar roc'h da reiñ gwasked da Elizabed ha d'he mab da vare lazhadeg an Inosanted santel war urzh Herodez Veur[3]. Un iliz a zo bet adsavet war al lec'h etre 1938 ha 1955.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 90.
  2. Aviel Lukaz I, 39
  3. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, 1998, p. 90.