Ekaterina Balobanova

Ekaterina Vyacheslavovna Balobanova (1847, Nijniy Novgorod - 7 C'hwevrer 1927) a oa ur skrivagnerez rusian, levraouegerez, kelennerez hag enklaskerez war dachenn ar sevenadurioù keltiek.

Ekaterina Balobanova
Балобанова, Екатерина

Ganedigezh 12j 24 a viz Gwengolo 1847
Nijniy Novgorod
Banniel an Impalaeriezh rusian Impalaeriezh rusian
Marv 7 a viz C'hwevrer 1927
Nijni Novgorod

Micher Levraouegerez
Skrivagnerez

He buhez

kemmañ

Eus ur familh nobl e oa-hi, e proviñs Nijniy Novgorod. Skoliet e voe e Nijniy Novgorod da gentañ ha mont a reas d’ober he studioù d’ar Sorbonne e Pariz ha da skolioù-meur Heidelberg ha Göttingen. Setu ar pezh a skrivas-hi diwar-benn al lodenn-se eus he buhez :

"Labouret em eus start er Sorbonne e rann ar yezhoù keltiek, met a-raok dibenn va studioù eno e oa bet ar brezel etre Bro-C’hall ha Prus (1870-1871) hag ar Gumun. Serret e oa pep tra. Ranket em eus kuitaat Pariz hag aet on da Heidelberg. Eno on bet e-kichen ar c’helenner Ernst Windisch, a-c’hrad-vat, rak ar merc’hed ne vezent ket degemeret eno en amzer-se. Chomet on e rann ar c’heltieg betek 1875, hag eno e oan bet e kentelioù istor a bouez bras evidon, gant Felix Dahn."

E skol-veur Göttingen he doa graet studioù levraouegouriezh. Ha distroet e oa da Rusia gant un diplom levraouegourez. Etretant he doa desket dek yezh.

E 1878 he doa lakaet hec’h anv er rann filologiezh e skol-veur Bestoujev e Sant Petersbourg. Un diplom he doa bet, gant ul labour war ar barzh mojennek Ossian. Studiañ a reas ivez e rann ar c’helenner Aleksandr Veselovskiy.

Gant he diplom levraouegouriezh e labouras, an darn vrasañ eus he buhez, evel levraouegerez, e skol Bestoujev atav. Diorren a reas kalz levraoueg ar skol-se.

Goude Dispac'h Rusia e voe serret ar skol Bestoujev e 1918. Neuze e roas kentelioù prevez e-pad ur pennad. Dont a reas da vevañ dall ha mervel a reas en dienez.

He labour

kemmañ

Diazezoù labour al levraouegourien a voe displeget gant E. Balobanova en ul levr anvet Levraouegouriezh embannet div wech, e 1901 hag e 1902. Al levr kentañ e oa e rusianeg da zisplegañ kement-se, gant ur sell nevez war labour al levraouegourien. Ul levr all a embannas ivez, ur c’hatalog evit levraoueg ar skol uhel evit ar merc'hed, e teir lodenn (1908-1909).

Ouzhpenn he skridoù war dachenn he labour, E. Balobanova a embannas studiadennoù diwar-benn ar sevenadur keltiek. Er bloavezhioù 1890 he doa embannet pennadoù war an disavouriezh hag ar c'hinkladurezh keltiek. Treiñ a reas "The Poems of Ossian Macpherson" e rusianeg (1891) hag evel-se e teuas da vezañ un arbennigourez war an danvez en Impalaeriezh Rusia. Labouret he doa, e-pad he studioù, war dornskridoù e levraouegoù Dulenn, Dinedin hag Obair Dheathain. E kêr Obair Dheathain he doa embannet ul levrig anvet "Brogarourien vihan Bro-Skos" (1903), hag a voe adembannet. Meur a levr all a embannas diwar-benn mojennoù eus meur a lec'h en Europa hag en o zouez unan diwar-benn Breizh, anvet Mojennoù eus kestell kozh Breizh (1896 ha 1899), savet ganti goude bezañ bet o veajiñ e Breizh.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ