Ekelsbeke
Ekelsbeke en izelvroeg hag e flandrezeg kornôgel, anv ofisiel e galleg : Esquelbecq, a zo ur gumun eus Flandrez Frañs (departamant an Norzh), er Westhoek.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv izelvroek ha flandrezek kornôgel | Ekelsbeke |
Anv ofisiel | Esquelbecq |
Lec'hiadur | |
Skoed | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Dukark |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de l'Yser |
Kanton | Wormhout |
Kod INSEE | 59210 |
Kod post | 59470 |
Maer | Jean-Michel Devynck |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 12,7 km² |
Led | 50° 53' 11" Norzh |
Hed | 02° 25' 55" Reter |
Uhelder kreiz | 21 m |
Uhelder bihanañ | 11 m |
Uhelder brasañ | 29 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 2 145 (2010) |
Stankter | 169 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.esquelbecq.com |
Istor
kemmañ- 23 a viz Eost 1793 : emgann etre ar C'hallaoued, Leclaire en o fenn, hag ar Vreizhveuriz hag an Aostrianed gant Dug York en o fenn[1].
XXvet kantved
kemmañ-
Lab bet adsavet e La Plaine au Bois.
-
Monumant al Lazhadeg.
-
Plakenn ouzh an iliz katolik.
- Lazhadeg La Plaine au Bois e-pad an Eil brezel bed: 84 soudard eus Lu Breizh-Veur hag ur soudard gall, Robert Vanpée, a voe drouklazhet en ul lab el lec’h anvet La Plaine au Bois (nepell ouzh ar vevenn ouzh kumun Wormhout) goude bout en em rentet d'an 28 a viz Mae 1940, daou brizoniad a zeuas a-benn da achap. An dorfedourion a oa milourion eus an SS Leibstandarte Adolf Hitler[2],[3]. E bered Wormhout eo beziet ar Vreizhveuriz bet lazhet. E bered ar C'hommonwealth en Ekelsbeke eo douaret Robert Vanpée.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ- Ar c'hastell, XIIIvet kantved, bet adkempennet e 1606.
- Kouldri ar c'hastell, 1606.
-
Iliz katolik Sint Volkwyn, mod hallekerke, d.l.e. gant teir nev memes ment dezhe
-
An ograoù, 1982, da gemer lec'h ar re bet devet e 1976
- An iliz katolik, Xvet-XVIIvet kantvedoù, bet distrujet gant an tan e 1976 hag adsavet e 1978.
-
Ur breserdi kozh
- Ur breserdi kozh, deut da vout ur stal levrioù kozh.
-
An ostaliri
- War ar blasenn e weler an ostaliri; dizimplij eo bremañ[4].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Esquelbecq Communal Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 2 |
Hollad | 2 |
Marvet int e-pad ar Brezel bed kentañ, unan e 1916, egile e 1917[5].
Bered ar C'hommonwealth: Esquelbecq Military Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Alamagn | 7 |
Frañs | 3 |
Indez | 1 |
Kanada | 2 |
Rouantelezh-Unanet | 608 |
Zeland-Nevez | 4 |
Hollad | 628 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo[6]. Digoret e voe e miz Ebrel 1918, e penn-kentañ an dagadenn alaman e Flandrez, ha serret e miz Gwenholon 1918. Implijet e voe gant an daou ospital-talbenn (2nd Canadian ha 3rd Australian Casualty Clearing Stations) bet er gumun. Enni eo beziet ur soudard eus ar 2nd Bn. Durham Light Infantry bet fuzuilhet e miz Gouere 1916 evit bout dizertet[7]. Implijet e voe endro e-pad an Eil brezel-bed, dreist-holl da veziañ soudarded bet lazhet e miz Mae 1940 e-pad an emgannoù evit difenn Dukark. E-mesk ar soudarded c'hall douaret enni emañ Robert Vanpée [8].
Armerzh
kemmañDezougen
kemmañ-
An ti-gar.
Douaroniezh
kemmañ- War lez ar ster Ijzer emañ Ekelsbeke.
Emdroadur ar boblañs 1793-2010
kemmañGouelioù
kemmañ- Patate-feest (Gouel an avaloù-douar) e miz Eost.
- Nozvezh al Levrioù a vod aozerion, barzhed, embannerion, levrdiourion, h.a., bep kentañ sadornvezh a viz Gouere.
Melestradurezh
kemmañTud
kemmañ-
Bez Robert Vanpée e bered ar C'hommonwealth en Ekelsbeke
- Robert Vanpée, ar soudard gall bet drouklazhet e La Plaine au Bois e 1940.
Gevelliñ
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Guy Rommelaere, "Histoire et Patrimoine d'un village flamand: Esquelbecq", 1995
- Guy Rommelaere, "Mai 1940: Le massacre oublié", eil embannadenn, 2002