An Elimed (e gregach Ἔλυμοι; e latin: Elymi) zo ur bobl eus an Henamzer e kornôg Sikilia. Pobloù all a oa avat eno : ar Siculi, ar Sikaned, hag ar C'hresianed deuet en o goude.

Pobloù Sikilia war-dro an XIvet kantved kent JK (a-raok donedigezh ar Fenikianed ha Gresianed) : Elimed, Sikaned, Sikeled).

Mojennoù

kemmañ

Hervez ar mojennoù e oa pobloù koshoc'h en enez egeto : al Lestrigoned, debrerien-tud meneget en Odisseia, ar Gikloped, hep talvoudegezh istorel.

Darempredoù hag emglevioù o doa an Elimed gant Kartada met bec'h a save gant trevadennoù ar C'hresianed ha dreist-holl Selinus, ma savas brezel etrezo meur a wech, goude -580. Emglev a rejont gant Aten a-enep Selinus, ha diwar-se e teuas drouziwezh Tro-vrezel Sikilia etre -415 ha -413. Neuze e lakajont Kartada da arsailhat Selinus e -409 ma voe distrujet Selinus.