Odysseia
An Odysseia (henc'hresianeg Ὀδύσσεια, Odysseia) zo unan eus an daou veurgan henc'hresianek lakaet war gont Homeros, ur barzh dall, hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an Ilias, an oberenn all lakaet war gont ar barzh, e diwezh an VIIIvet kantved kt JK, un tu bennak en Ionia, da lâret eo en arvor Anatolia a oa annezet gant Henc'hresianed d'ar c'houlz-se.[1] Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al lennegezh er bed ha, gant an Ilias, evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur Europa.
Danevelliñ a ra dreist-holl avanturioù an haroz akean Odysseüs (pe Ulises, evel ma oa anvet er vitologiezh roman) hag e veaj hir war e giz d'ar gêr goude diskar Troia. 10 vloaz e voe o tistreiñ d'e enezenn, Ithaka, goude an 10 vloaz bet o vrezeliñ dirak Troia[2]. E-pad e veaj war vor, heuliet gant kounnar an doue Poseidon, e tegouezh Odysseüs gant ur bern tud brudet eus ar vitologiezh, evel an nimfenn Kalypso, ar briñsez Naosikaa, ar c'hikloped, an hudourez Kirke pe ar sirened. E-keit-se e soñje d'an holl e oa aet da anaon e-pad ar brezel hag e wreg Penelope hag e vab Telemac'hos a ranke gouzañv ur strollad noblañsoù turmudus, ar Mnesteres (henc'hresianeg : Μνηστῆρες) pe Proci, heligentañ etreze da c'hoût piv a euredfe Penelope hag en defe madoù Odysseüs. Er meurzanevell ez eus ivez un nebeud arroudennoù ma'z eus danevellet prantadoù eus Brezel Troia ha n'eus ket meneg anezho en Ilias, evel istor marc'h Troia ha drouziwezh ar gêr-se.
Lennet e vez c'hoazh an oberenn e gresianeg Homeros ha troet eo bet en ur bern yezhoù en-dro d'ar bed, nemet e brezhoneg n'eo ket avat. Savet e oa ar varzhoneg orin dre gomz gant un aoidos (barzh meurzanevellek/kaner), pe marteze gant ur rapsod (kaner gwerzennoù a-vicher), ha graet e oa da vezañ kanet da gentañ-penn ha n'eo ket da vezañ lennet.[1] Munudoù arz ar barzh hag an doare ma teuas e oberenn da vezañ skrivet e stumm ul levr zo danvez divizoù dibaouez etre al lenneien. Savet e oa an Odysseia en ur yezh varzhoniel. 12 110 linenn heksametr daktilek zo en e stumm skrivet, rannet e 24 kan.[3]
Diverradenn
kemmañ
Ἄνδρα μοι ἔννεπε, Μοῦσα, πολύτροπον, ὃς μάλα πολλὰ |
O Muzenn, danevell din avantur an den ijinus : |
Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos
kemmañ- Kan kentañ
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het Odysseüs en enezenn an nimfenn Kalypso a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet Poseidon en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar c'hiklop Polyfemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en Etiopia en em vod an doueed all ha goulenn a ra Athena digant Zeus aotreañ distro Odysseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset Hermes da lâret da Galipso dieubiñ Odysseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ Telemac'hos, mab an haroz.
Hag Athena da Enez Itaka. Eno eo heget Penelope gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet Odysseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur pried nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio Odysseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez Odysseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da Bilos ha da Sparta da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
- Kan II
An eil devezh, Telemac'hos a dolp ar vodadenn hag a c'houlenn gant ar bleustrerien kuitaat ar palez. Daoust da harp Egiptios ha da hini Halitherses, ha d'ur ragarouez a-du kaset gant Zeus, ne zeu ket a-benn da lakaat ar bleustrerien da blegañ : Antinoos, an den a zo en o fenn, a nac'h krenn. Telemac'hos a embann neuze e raktres beaj da Bilos, met enebiñ a ra ar bleustrerien adarre dre vouezh Leokritos, a zifenn ar veaj-se dezhañ hag a sav an emvod trumm. Ur bedadenn a ra Telemac'hos neuze da Athena a gemer neuz Mentor da reiñ kalon dezhañ hag a vroud anezhañ da vont kuit daoust da bep tra. Ne sent ket Telemac'hos ouzh ar bleustrerien, hag amprestañ a ra ul lestr da vont da Bilos diouzh an noz, ambrouget gant an doueez Athena, atav dindan neuz Mentor.
- Kan III
Antronoz, Telemac'hos hag Athena (Atav dindan neuz Mentor) a zilestr e Pilos d'ar mare m'emañ Nestor hag e geneiled oc'h aberzhiñ tirvi en enor da Boseidon. Kaset int gant unan eus mibien Nestor, Pisitratos, betek e dad a laka anezhe da gemer perzh er pred. Nestor a ra anv eus ar poanioù diwasket gant an harozed e Troia hag o zonkad gwalleürus. Doare fresk ebet n'en deus avat eus Odysseüs. War goulenn Telemac'hos e teskriv Nestor marv Agamemnon, drouglazhet gant Aigistos pa zistroas eus ar brezel. Aliet eo Telemac'hos gant Nestor da vont da Sparta. Menelaos zo an hini diwezhañ da vezañ distroet er gêr goude kalz avanturioù ha marteze en deus klevet keleier eus Odysseüs. Goude o diviz e kinnig Nestor d'e ostizien tremen an noz en e balez. Asantiñ a ra Telemac'hos, Athena-Mentor avat a zistro d'al lestr. Antronoz vintin e kinnig Nestor un aberzh da Athena. Emañ Telemac'hos en e gichen, hag Athena ivez, bepred dindan neuz Mentor. Goude an aberzh hag ar pred, Telemac'hos, ambrouget gant Pisistratos, a ya gant an hent etrezek Sparta.
- Kan IV
Da guzh-heol e tegouezh Telemac'hos e Sparta ha degemeret eo eno gant Menelaos hag Helene vrav. Bamet eo Telemac'hos da gaerded palez Menelaos. Hemañ a zanevell an avanturioù hag ar poanioù en deus gouzañvet da zastum ar pinvidigezhioù a weler eno. Kontañ a ra Brezel Troia ha penaos eo dianadet Odysseüs. Helene Troia, a verz strafuilh Telemac'hos, en anavout a ra dre ma taol da Odysseüs a-raok ma lârfe an ostizien o anv. Helene a ginnig d'an daou zen yaouank un evaj, ennañ un dramm distignus, ha da c'houde e tanevell gant Menelaos degouezhioù ma tiskouezas Odysseüs e finesa. Antronoz vintin (Ar c'hwec'hvet devezh abaoe deroù an istor), Menelaos a zeskriv e zistro eus Troia hag an avanturioù a gasas anezhañ da Egipt, e lec'h ma c'houlennatas Proteüs, « den kozh ar mor », goude bezañ tapet anezhañ dre finesa ha gant skoazell a-berzh unan eus merc'hed Proteüs, Idotea. Evel se eo e teuas Menelaos a-benn da guitaat Egipt, ma oa dalc'het gant avelioù enep abaoe pell. Evel se ivez e teskas tonkad an harozed all eus Brezel Troia, ha dreist-holl marv e vreur Agamemnon. Menelaos a lâr e oa disklêriet dezhañ gant Proteüs e veve Odysseüs prizoniet en un enezenn. Pediñ a ra Telemac'hos da chom un nebeud devezhioù met hennezh a nac'h e ginnig, daoust ma chomo pelloc'h e Sparta. E-keit-se, en Itaka, e tesk ar bleustrerien e aet Telemac'hos kuit da glask e dad ha divizout a reont stignañ ur griped dezhañ.
Kanoù V - VIII : Odysseüs a zegouezh e rouantelezh ar Faiakiaiz
kemmañ- Kan V
Antronoz vintin (seizhvet devezh), distro war Menez Olympos, e c'houlenn Athena adarre digant Zeus hag an doueed all dieubiñ Odysseüs. Zeus a zisklêir ez eo tonket Odysseüs da gavout e diegezh en-dro en Itaka, met dleet e vo dezhañ poaniañ ugent devezh war vor, kent douarañ e rouantelezh ar Faiakiaiz a gaso anezhañ d'ar gêr. Zeus a gas kerkent Hermes da reiñ da c'hoût da Galypso. Mont a ra an doue da enezenn Kalypso hag e kav anezhi o wiadiñ en ur groc'h e-kreiz ar c'hoadoù hag al liorzhoù. Asantiñ a ra a-rekin da lezel Odysseüs da vont kuit. Hag hi davet ar merdeer, chomet da hirvoudiñ en aod, hag aliañ anezhañ da sevel ur radell. Goude ar pred e klask ur wezh diwezhañ distreiñ an haroz diouzh kuitaat an enezenn. Odysseüs avat a gav gwell distreiñ davet e bried, daoust ma c'hall mervel (gwerzennoù 218-219).
Antronoz e sav Odysseüs ur radell en un doare zo deskrivet pizh. Pevar devezh a dremen kent echuiñ e radell ; ar pempvet (an daouzekvet devezh abaoe deroù an danevell) e kuita Enezenn Kalypso. Goude triwec'h devezh o verdeiñ hep chati, emañ war-nes douarañ en enezenn ar Faiakiaiz met Poseidon, o tont war e giz eus Etiopia, a spurmant anezhañ hag a laka ar mor da zirollañ en e enep. Savetaet eo an haroz gant skoazell un doueez eus ar mor, Leukothea : prestiñ a ra dezhañ ur ouel warezus a vir outañ a veuziñ ur wezh dispennet e radell. Goude daou zevezh ha div nozvezh war-neuñv e teu Odysseüs a-benn gant poan, hag eñ sikouret gant Atena, da zouarañ war aod roc'hellek Faiakia (an 32vet devezh eo).
- Kan VI
E-pad an noz, e-keit ha m'emañ Odysseüs o kousket war an aod, e ya Athena da balez Alkinoos, roue Faiakiaiz, hag e ro un hunvre d'e verc'h Naosikaa, da reiñ dezhi ar soñj da vont da gannañ he dilhad war vord ar mor. Ur finesa eo da lakaat anezhi da gejañ gant an haroz. Da c'houloù-deiz, Naosikaa, gant asant he zad, a vod he mitizhien hag a ya d'an aod. E-keit m'emañ ar merc'hed yaouank da vat o c'hoari ar vell, echu gante o c'hannadenn ha o c'houronkadenn, e tihun Odysseüs. Hag eñ er-maez eus ar strouezh, lous, gloazet, spulfet e vlev hag hogoz en noazh. Tec'hout a ra ar mitizhien spontet. Naosikaa hepken a ziskouez kalonegezh. Odysseüs, gant e helavarded kustum, a gomz dezhi ha Naosikaa a asant sikour anezhañ. Kouronkañ a ra an haroz ha gwiskañ dilhad fresk, hag Athena a ro un neuz bravoc'h dezhañ. da c'houde ez a da-heul Naosikaa betek dorioù kêr, ha goude e chom un tamm war he lerc'h e-keit ha ma ya merc'h Alkinoos da reiñ da c'hoût d'he zad ez eus erru un estrañjour.
- Kan VII
Gant sikour Athena he deus kemeret neuz ur plac'h vihan e antre Odysseüs e kêr hag e palez Alkinoos. Aliet eo gant Athena d'en em deuler ouzh treid ar rouanez, Arete, kerkent ha ma vo erruet e sal an tron. Ober a ra an haroz diouzh kuzul Athena, hag asantiñ a ra Alkinoos degemer anezhañ hervez lezennoù an herberc'h. Ur wezh servijet ur pred da Odysseüs, ar roue a c'houlenn gantañ e anv hag eus pelec'h e teu. Hep disklêriañ e anv e teskriv e amzer en enezenn Kalypso, e verdeadenn betek Faiakia hag an degemer graet outañ gant Naosikaa. Goude ar pred hag an diviz e kousk an haroz er palez.
- Kan VIII
Antronoz e oa savet gant Alkinoos ur banvez en enor da Odysseüs. E-doug ar pred e kan An aiodos Demodokos an trouz a oa savet etre Odysseüs hag Akilles en amzer Brezel Troia. Ne c'hall ket an haroz miret outañ a ouelañ pa soñj er mare-se, met kuzhat a ra e c'hlac'har hag Alkinoos hepken er merz. A-benn cheñch temz-spered e ostiz, Alkinoos a ro an urzh da gregiñ c'hoarioù, en o zouez redadegoù, krogadoù gouren, lammoù, teurel ar c'hant ha dornataerezh. Pedet da gemer perzh en unan eus ar c'hevezadegoù e nac'h Odysseüs da gentañ, met divizout a ra kemer perzh pa fell d'un den anvet Eurialos ober goap anezhañ. Teurel a ra ur c'hant pelloc'h evit an holl gevezerien all. Lorc'h ennañ e tae Odysseüs Faiakiaiz ha fougasiñ a ra e ampartiz o tennañ gant ar wareg. Den avat ne gred keveziñ gantañ. Alkinoos a laka neuze ar c'hoarioù da baouez hag a laka Demodokos da zont en-dro. Hennezh a gan neuze un darvoud fentus eus buhez an doueed : avoultriezh Ares hag Afrodite, ha finesa Hefaistos, pried Afrodite, da dapout anezhe. Daou eus mibien Alkinoos a zañs ha goude se laka ar roue profañ donezonoù d'e ostiz. E-pad ar pred e kan Demodokos dre an deirvet gwezh hag e kont istor Marc'h Troia. Ur wezh ouzhpenn, ne c'hall ket Odysseüs miret outañ a ouelañ o soñjal e Brezel Troia. Kuzhat a ra e c'hlac'har ouzh an holl nemet d'ar roue a c'houlenn erfin digant e ostiz pe anv eo.
Kanoù IX - XII : an « danevelloù e palez Alkinoos »
kemmañ- Kan IX
Disklêriañ a ra Odysseüs e anv da Faiakiaiz, a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn Kalypso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek lestr. Kaset e oant gant an avelioù betek Ismaros, keoded ar Gikoned, o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas Odysseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an haroz e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar C'hab Maleas, avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al Lotofaged, en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas lotos dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da Odysseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
Mont a reas Odysseüs hag e listri betek enezenn ar Gigloped ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant Polyfemos a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. Odysseüs en doa touellet Polyfemos da gentañ o lâret e oa Outis e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polyfemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne oa ket Odysseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polyfemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad Poseidon veñjañ anezhañ, o viret ouzh Odysseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.
- Kan X
Erruout a ra Odysseüs hag e geneiled en enez arem Aiolos, gward an avelioù. Degemer a ra anezhe ha klask sikour anezhe da zistreiñ er gêr. Kinnig a ra da Odysseüs ur soroc'hell m'en deus lakaet an holl avelioù a c'hallfe miret outañ da zistreiñ timat. Kas a ra dezhe ivez un aezhenn skañv a zle kas anezhe dillo da Itaka. An dekvet devezh bageerezh goude bezañ kuitaet enezenn Aiolos e spurmant listri Odysseüs aodoù Itaka. Dinec'het ha divi e chom an haroz kousket. Dre walleur, sur ez eus teñzorioù profet gant Aiolos d'o roue er soroc'hell, e geneiled a zigor anezhi da sellet e-barzh hag a zieub an holl avelioù fall. Dirollañ a ra an avelioù enep ha kas a reont al listri da enezenn Aiolos adarre. Hennezh, annoazhet gant an implij fall graet gant Odysseüs eus e zonezon ha sur ez eo mallozhet an Akeaned gant an doueed, a argas anezhe kuit.
Goude c'hwec'h devezh mor e touaront e Telepilos, keoded al Lestrigoned, renet gant ar roue Antifates. Al Lestrigoned avat zo ramzed ha debrerien tud : lazhet ha plaouiet eo ar re en deus kaset Odysseüs da zizoleiñ ar vro, hag al Lestrigoned, sortiet a-vil-vern eus o c'heoded, a zispenn listri Odysseüs o teurel pezhioù bloc'hadoù roc'h oute. Dont a ra a-benn roue Itaka da dec'het, met ne chom gantañ ken nemet ul lestr hag un dornadig keneiled.
Douarañ a reont goude en Enez Aiaia, m'emañ o chom an achantourez Kirke, merc'h da Helios. Diskenn a ra roue Itaka da gentañ en douar ha lazhañ ur c'harv bras-meurbet a zegas d'e vag. A c'houde un nebeud devezhioù e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit Eüriloc'hos e penn 20 den tra ma chom Odysseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant Eüriloc'hos. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Eüriloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Eüriloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lâr da Odysseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi. En em gavout a ra gant an doue Hermes, dindan neuz un den yaouank kaer, a ziskouez dezhañ penaos e c'hall bezañ trec'h da hud Kirke. Reiñ a ra dezhañ ur blantenn, ar moli, a zistroio strobinelloù Kirke diwarnañ.
Kirke a zegemer Odysseüs hag a laka un dramm en e evaj, da dreiñ anezhañ e pemoc'h eñ ivez. E strobinell avat ne labour ket. Diouzh alioù Hermes, an haroz a c'hourdrouz neuze an hudourez gant e gleze. Klask a ra hoalañ anezhañ hag e kinnig dezhañ kousket er memes gwele. Odysseüs avat ne asant nemet ur wezh touet ganti dre he le, le bras an doueed, a vir outi a ober an disterañ droug dezhañ. Kousket a ra Kirke gantañ, ha goude se kinnig ur pred dezhañ met an haroz a nac'h debriñ ken na vefe dieubet e dud gant ar strobinellerez. Kirke a rent neuze dezhe o stumm kentañ, ha goude e ro herberc'h dezhe en un doare leal.
Chom a ra Odysseüs hag e geneiled e-pad bloaz e ti Girke o tiskuizhañ hag o vanveziñ. Goude se avat e tegas ar verdeidi da soñj d'o roue ez eo poent dezhe distreiñ d'ar gêr. Kuzuliet int gant Kirke da dremen dre an ifern, rak tasmant an diouganer Tiresias hepken a c'hell reiñ disaouzan dezhe eus an hent da gemer da zistreiñ en o enezenn. Dres d'ar beurevezh m'emaint o vont kuit e varv unan eus ar vartoloded, Elpenor, en ur gouezhañ diwar lein toenn ar palez.
- Kan XI
Anvet eo kan XI an 'Odysseia Nekuia, da lâret eo "galv ar re varv".
Goude un devezh mor e tilestr Odysseüs e bro ar Gimmered, beuzet en un noz dibaouez. Evel m'en doa displeget Kirke dezhañ e ra un aberzh ktonek hag e promet d'an divinour Tiresias ur bouc'h du ma asant en em ziskouez dirazañ. Tostaat a ra engroez skeudoù ar re varv, Roue Itaka avat a zifenn dezhe debriñ ar gwad a vir evit Tiresias. Goulenn a ra skeud Elpenor obidoù dereat pa zistroio da di Kirke. Goude se ec'h erru skeud an divinour hag e ro da Odysseüs an titouroù a felle dezhañ. Deskiñ a ra e vo arabat dezhe, pa zouarint en enezenn an heol, ober nep droug da chatal Helios ma fell dezhe distreiñ d'ar gêr. Betek-gouzout e tebrfent kig eus saout an heol, Odysseüs a c'hallfe mont d'ar gêr memes tra met e-unan, reuzeudik, goude bezañ kollet holl e genseurted, hag e ranko ober un hir a veaj da brofañ aberzhioù d'an holl zoueed evit terriñ o imor.
Goude e komz an haroz gant tasmant e vamm, Antikleia. Lâret a ra dezhañ emañ atav Penelope o c'hortoz anezhañ gant fealded, hag e ro dezhañ keleier eus e dad, Laertes, hag e vab, Telemac'hos. Gwelet a ra goude meur a rouanez hag a harozezed marv : Tiro, Antiope, Alkmene, Megara, Epikaste (anv Jokaste e skridoù Homeros), Kloris , Leda a zo mamm Helene Troia, Ifimede, Faidra, Prokris hag Ariadne, Maira, Klymene hag Erifile. Un ehan a ra neuze Odysseüs. Meulet eo gant Arete, Alkinoos hag ar Faiakiaiz zo ouzh e selaou. Alkinoos a bed neuze e ostiz da genderc'hel gant e zanevell.
En eil strollad tasmantoù e wel roue Itaka harozed Brezel Troia marvet e-doug ar brezel pe goude. Komz a ra gant teuz Agamemnon a ra anv eus e varv diwar zorn Aigistos, ha war-lerc'h gant ene Akilleus, a zisklêr e vefe gwelloc'h dezhañ bezañ ur paotr-saout reuzeudik, met bev, kentoc'h evit ren war ar re varv. Frealzet eo gant Odysseüs a zanevell dezhañ kurioù e vab Neoptolemos. Spurmantiñ a ra ivez Aias en deus droug outañ c'hoazh abalamour d'an trouz a oa bet etreze diwar-benn armoù Akilleus.
Erziwezh e wel Odysseüs annezidi brudet an ifern. Gwelet a ra Minos o rentañ ar justis, ar ramz Orion, re zaonet an Tartaros : ar ramz Titios dispennet gant ar guped, Tantalos o tizeriañ gant an naon hag ar sec'hed, Sisifos o vountañ e roc'h en aner. Gwelet a ra ivez tasmant Herakles o chaseal dibaouez e-touez ar re varv e-skoaz an Herakles wirion, deuet da vezañ doue goude e varv, a vev er Menez Olimpos e kumpagnunezh Hebe. Goude bezañ gwelet holl ar re varv-se e tistro Odysseüs, gant aon rak bezañ troet e maen gant tasmant Medousa.
- Kan XII
Goude e veaj e Kimmeria e tistro Odysseüs betek enezenn Kirke ma'n em gav da noz. Antronoz e chom an Akeaned da ziskuizhañ ha da vanveziñ. Da noz e ro Kirke da Odysseüs titouroù all war ar verdeadenn zo ouzh e c'hortoz a-raok erruout en enezenn an Heol a oa kaoz anezhi gant Tiresias. Komz a ra dezhañ eus ar sirened hag eus ar moaien da vezañ gwarezet diouzh o c'han marvus, eus ar Simplegades, div skosell a vrae al listri pa glaskont tremen hag a zo annezet gant daou euzhvil C'haribdis ha Skilla. N'eus ken an Argonaoted a gement zo deuet a-benn da dremen e-biou dezhe gant sikour Hera. Leuskel a ra Kirke ar choaz da Odysseüs da dremen e-biou an eil pe egile.
Antronoz vintin ez a kuit an Akeaned da vat. A-drugarez da guzulioù Kirke e tremenont hebioù ar morganezed hep chati, rak Odysseüs en deus roet urzh d'e verdeidi da stoufañ o diskouarn gant koar. Lakaet en deus anezhe da ereañ anezhañ ouzh ar wern abalamour dezhañ da glevet kan ar morganezed hep en em deuler war e benn er mor. Degouezout a reont goude e-kichen skoselloù C'haribdis ha Skilla. Tremen a reont pell diouzh C'haribdis met n'int ket evit treiñ diwar an euzhvil all, Skilla, a gemer hag a zebr 6 den.
Goude se e tosta lestr Odysseüs da Enezenn Helios, an heol. Degas a ra Odysseüs da soñj d'an holl eus kemenn Tiresias ha difenn a ra oute chaseal en enezenn. Pourvezioù a-walc'h zo el lestr e-pad an devezhioù kentañ da voueta an holl. E-doug ur miz avat ez eo dalc'het an Akeaned en enezenn gant an avelioù enep. Ur miz war-lerc'h ez int erru marnaoniet ha ne c'hallont ket mont kuit abalamour d'ar gwall amzer. Ober a reont o mad eus kousk Odysseüs da zebriñ chatal Helios. Hennezh, pa wel anezhe diwar lein e garr, a c'houlenn diouzhtu gant Zeus veñjiñ anezhañ. Banveziñ a ra keneiled Odysseüs e-pad 6 devezh, hep teurel evezh ouzh ar ragarouezioù spontus kaset dezhe : da skouer e vlej ar c'hig zo o treiñ ouzh ar ber. D'ar seizhvet devezh e kouezh an avel hag al lestr a ya kuit. Tapet int en ur barrad-amzer avat ha Zeus a gas ar foeltr ouzh a vag a ra peñse gant an holl verdeidi. Odysseüs hepken, abalamour ma n'en deus ket debret eus chatal an heol, a chom bev. E-pign ouzh un treust ez eo kaset gant ar mor e-pad dek devezh, betek enezenn Kalypso hag e tremen eno ar seizh bloavezh da-heul, prizoniet gant an nimfenn.
Kan XIII da XX : distro Odysseüs da Itaka
kemmañ- Kan XIII
Echu eo danevell Odysseüs. Kinnig a ra Alkinoos lakaat kas anezhañ da Itaka gant e vartoloded ha mont a ra an holl da gousket. Antronoz, ar pempvet devezh ha tregont, ar Faiakiaiz a ginnig ul lestr da Odysseüs, ur pare martoloded ha profoù. Da noz e sav Odysseüs e bourzh al lestr goude ur banvez, ha chom a ra kousket e-keit ha ma labour ar vartoloded ha ma klipenn ar vag war ar mor gant un tizh dreistnaturel. Goude un devezh hag un devezh war vor e aoch al lestr en Itaka. Ar Faiakiaiz a lez Odysseüs, kousket atav, en ur groc'h darempredet gant an nimfezed, gant donezonoù Alkinoos.
Hag ar Faiakiaiz kuit. Poseidon avat a resevas aotre gant Zeus da gastizañ ar vartoloded o doa daeet ar morioù o kas Odyseüs ken buan all d'ar gêr. D'ar mare m'emañ ar vag oc'h erruout e porzh Faiakia ez eo treuzfurmet en ur roc'hell gant an holl en e vourzh.
E-keit-se e tihun Odysseüs en Itaka da c'houloù-deiz. Athena avat a vir outañ a anavezout e vro da gentañ. Dic'hizet e mesaer yaouank e tegemer anezhañ hag an haroz a lavar ez eo genidik eus Kreta hag a ro un anv faos. Diskouez a ra Athena piv eo-hi neuze ha terriñ ar strobinell a vire ouzh Odysseüs a anavezout an ardremez. Diskuliañ a ra dezhañ troioù-kamm pleustrerien Penelope, ha reiñ dezhañ neuz ur c'hlasker-bara kozh evit ma c'hallfe gwelet ar pezh a c'hoarvez en e balez hep bezañ anavezet. Mont a ra neuze davet e voc'haer leal, Eumaios.
- Kan XIV
Odysseüs, dic'hizet e klasker-bara, zo degemeret gant Eumaios a ro bod dezhañ. E-doug ar pred e veneg Eumaios tonkad digernez e vestr dianadet ha drougoberoù ar bleustrerien er palez. Goude ar pred e c'houlennata Odysseüs ar moc'haer diwar-benn e donkad dezhañ e-unan. Hag Eumaios da zisplegañ e teu kalz klaskerien-bara d'ar palez da gontañ gevier ha da reiñ keleier faos eus Odysseüs abalamour da vezañ deuet-mat gant Penelope. Eumaios e-unan ne gred ket e ve bev Odysseüs c'hoazh daoust d'ar pezh a lavar an haroz dezhañ, ha nec'het eo gant amzer da zont Telemac'hos. Goulenn a ra neuze Eumaios gant Odysseüs eus pelec'h eo genidik hag an haroz d'en em ginnig dindan un anv faos kuit da vezañ anavezet diouzhtu. Kontañ a ra ez eo genidik eus Kreta, en deus brezelekaet e Troia hag en deus kollet e geneiled e-doug e veaj distro, pa oa en Egipt. Disklêriañ a ra zoken en deus klevet komz diwar-benn Odysseüs e ti Fidon, roue an Desproted, ha lavaret a ra e vefe aet an haroz da Zodone da glevet diougan Zeus. Eumaios a zanevell d'e dro e vuhez pemdez hag e droioù e palez Penelope, met nac'hañ a ra krediñ e ve bev Odysseüs c'hoazh. Da noz e tistro ar vesaerien zo dindan Eumaios da zebriñ koan. E-doug ar pred e tanevell Odyseüs unan eus e avanturioù e Brezel Troia, ur finesa da bourchas ur vantell dezhañ. Hag Eumaios da brestañ unan dezhañ evit an noz.
- Kan XV
E-keit-se, Athena ha mont davet Telemac'hos da Sparta e-lec'h m'emañ o chom abaoe ur miz e palez Menelaos. En em ziskouez a ra dezhañ en e hunvreoù hag aliañ anezhañ da zistreiñ d'e vro ha da vont davet Eumaios. Hervez hec'h ali, Telemac'hos a zihun Pisistratos hag o fourchas a reont da vont kuit. Kinnig a ra Menelaos hag Elena Troia donezonoù hag ur pred dezhe kent ma'z afent gant o hent. D'ar c'houlz ma kuitaont palez Menelaos e kas an doueed dezhe ur ragarouez mat zo displeget gant Elena evel ur sin eus distro prim Odysseüs. Degouezhout a reont diouzh ar beure e Ferae, hag antronoz e Pilos. Gant aon rak bezañ dalc'het gant Nestor e kav gwell Telemac'hos mont war-eeun e bourzh e lestr abalamour da zistreiñ buanoc'h da Itaka. E-keit ha m'emañ o vageal etrezek e enezenn eo nec'het Telemac'hos o soñjal e dañjerioù an hent.
E-pad an amzer-se e fell da Odysseüs mont da c'houlenn an aluzenn d'ar palez, e-touez ar bleustrerien, mes Eumaios a ali anezhañ da c'hortoz distro Telemac'hos a vo brokusoc'h gantañ evit ar bleustrerien. Asantiñ a ra Odysseüs ha da ziverrañ an amzer e c'houlennata Eumaios diwar-benn e vuhez tremenet. Kontañ a ra ar moc'haer e amzer dremenet ha goude i ha mont da gousket.
An deiz war-lerc'h da vintin emañ Telemac'hos en Itaka en-dro. Aet hebiou d'an trap aozet gant ar bleustrerien. N'eo ket gouest da reiñ herbec'h da Deoklimenos abalamour d'ar bleustrerien en e balez, ha lavaret a ra dezhañ da belec'h mont kent loc'hañ etrezek ti Eumaios.
- Kan XVI
An navet devezh ha tregont e erru Telemac'hos ti ar moc'haer Eumaios hag en em gaout a ra gant Odysseüs, e dad, n'eo bet anavezet gant den ebet gant e zilhad klasker-bara betek-henn. Eskemm a ra Telemac'hos hag Eumaios keleier eus ar palez, ma klask atav Penelope herzel ouzh ar bleustrerien. Da c'houde e c'houlenn Telemac'hos piv eo ostiz an ti ; Eumaios a gomz dezhañ eus ar c'hlasker-bara ha pediñ a ra anezhañ da reiñ bod dezhañ. Telemac'hos avat a zisklêr n'eo ket evit en ober abalamour d'ar bleustrerien a ra o fenn er palez. En ur c'houlenn an aluzenn e c'houlenn Odysseüs doare ar bleustrerien hag o stuzioù kasaus gant Telemac'hos. Goulenn a ra hemañ ziwezhañ gant Eumaios, goude, mont davet Penelope da reiñ da c'hoût dezhi. Anv a ra ar moc'haer eus kalonad Laertes, tad Odysseüs, zo o tizeriañ gant ar glac'har abaoe m'eo aet e vab diwar wel. Ur wezh Eumaios kuit, Athena ha tostat ha lavaret d'an haroz, hep bezañ gwelet gant Telemac'hos, ez eo erru poent da zisklêriañ piv eo d'e vab. Rentañ a ra da Odysseüs e neuz roueel ha pa zeu en ti e spont Telemac'hos rak cheñchamant trumm e neuz. Odysseüs avat a zisklêr dezhañ piv eo. Kontañ a ra buan-ha-buan e avanturioù hag an tad hag ar mab a grog d'ober o fourchasoù d'en em zizober eus pleustrerien c'hoantek Penelope. E-keit-se e ro Eumaios da c'hoût er palez emañ Telemac'hos o tistreiñ, ar pezh a zegas levenez da Benelope ha desped d'he fleustrerien a fell dezho lazhañ anezhañ atav. Da noz e tistro Eumaios d'e loch e lec'h ma'z eo dic'hizet Odysseüs adarre.
- Kan XVII
Antronoz e tistro Telemac'hos d'ar palez ha degemeret eo gant e vamm a c'houlenn gantañ ha bet en deus keleier eus Odysseüs. Hep diskuliañ dezhi eo distro he gwaz e lâr da Benelope e oa dalc'het gant Kalypso en hec'h enezenn (evel m'en deus en desket gant Menelaos er c'han IV). D'enderv e ya Odysseüs hag Eumaios e kêr. War e hent ez eo kunujennet ha skoet Odysseüs gant ar ar mesaer givri Melanteus a zo e servij ar bleustrerien. Hag int ha degouezhout goude war dreuzoù Palez Odysseüs. Eno e varv ki kozh an haroz, Argos, goude m'en deus anavezet e vestr. Er sal vras ez eo degemeret Odysseüs, dic'hizet e klasker-bara, gant ar bleustrerien en un doare goapaus tra ma servij Telemac'hos kig dezhañ. Antinoos, an den a zo en o fenn, a gunujenn Odysseüs hag e ro un taol touz dezhañ. Gouzañv a ra an haroz an taolioù hag ar goapadennoù en ur c'houlenn an aluzenn, en ur virviñ gant ar gounnar. Antinoos a daol dezhañ kement a c'houdrouzoù ken eo kavet fall e emzalc'h gant ar bleustrerien all, nec'het abalamour d'an doueed. Komz a ra Eumaios eus ar c'hlasker-bara da Benelope a ziviz komz gantañ. Odysseüs avat a laka anezhi da c'hortoz betek an noz, kuit da sachañ warnañ kasoni ar bleustrerien adarre. Hag Eumaios d'ar gêr.
- Kan XVIII
Erruout a ra Iros, ur c'hlasker-bara brudet eus Itaka, er palez. Pa wel Odysseüs dic'hizet e klasker-bara hag en e goazez war an treuzoù e krog d'e gunujenniñ. Antinoos hag ar bleustrerien a gav farsus an abadenn ken ez eo hag e prometont kalz kig d'an hini a ganno egile. Daoust d'ar pezh a soñjent ez eo trec'h Odysseüs. Unan eus ar bleustrerien, Amfinomos, a zeu d'ober e c'hourc'hemennoù da Odysseüs ha da ginnig bara dezhañ. Aliañ a ra an haroz dezhañ mont kuit eus ar palez kent distro ar roue, da reiñ ur chañs dezhañ da nompas bezañ lazhet gant ar re all, met Amfinomos a chom. Awenet gant Athena en em ziskouez Penelope d'ar bleustrerien, ha da Odysseüs. Rebech a ra d'ar bleustrerien o emzalcc'h gros, mes Antinoos, o komz en o anv dezhe-holl, a nac'h kuitaat ar palez ken n'he do asantet eurediñ unan anezhe. Melantho, unan eus merc'hed ar palez a du gant ar bleustrerien a gendalc'h da gunujenniñ Odysseüs, ha diouzhtu goude ez eo darbet da unan eus ar bleustrerien, Eurimac'hos, gloazañ an haroz gant un tous. Echuiñ a ra ar banvez en un doare sioul a-walc'h memes tra.
- Kan XIX
Odysseüs ha Telemac'hos a gemer an armoù a ginkle mogerioù ar palez hag o serr en ul lec'h suroc'h. Komz a ra an haroz gant Penelope da c'houde hep bezañ anavezet ganti. Displegañ a ra ar rouanez dezhañ ne gred ket e vefe marv Odyssseüs ha ne fell ket dezhi eurediñ adarre. Abalamour da se he deus argaset ar bleustrerien, dre reiñ da grediñ dezhe e wiade ul lienenn evit tad he den met ouzh he dizober bemnoz al labour graet e-doug an devezh. Diouzh e du e tisklêr Odysseüs ez eo sur e teuio ar roue en-dro ha, daoust ma talc'h d'e identelezh faos ha d'an istor en deus kontet da Eumaios c'hoazh, e ro un nebeud titouroù gwirion diwar-benn e zistro hag an amzer en deus tremenet e bro Faiakiaiz. Mont a ra Penelope er-maez goude bezañ roet an urzh d'he mitizhien da walc'hiñ treid ar c'hlasker-bara ha da brientiñ ur gwele dezhañ. Asantiñ a ra Odysseüs gant ma vo graet gant Eurikleia gozh. Anavezout a ra ar vagerez ur gleizhenn war unan eus divhar Odysseüs e-keit ha m'emañ ouzh o gwalc'hiñ. Gloazet e oa bet e-doug e yaouankiz gant ur pemoc'h-gouez, e-keit ha ma oa o chaseal war ar menez Parnassos gant mibien Aotolikos. Strafuilhet eo Eurikleia pa gompren ez eo he roue, met Odysseüs a c'houlenn diganti tevel. Goude ar gwalc'h treid e ped penelope ar c'hlasker-bara faos da vont da gousket, met da gentañ e c'houlenn gantañ e ali diwar-benn un hunvre he deus graet : ur ragarouez nevez eus distro Odysseüs eo. Penelope a zisklêr goude e asanto dimeziñ gant an hini a vo barrek da stegnañ gwareg he fried ha da gas ur saezh a-dreuz toulloù daouzek bouc'hal a-steud, evel ma rae Odysseüs. An haroz a gav he soñj mat hag a lavar dezhi e tistroio roue Itaka a-raok ma teufe unan eus ar bleustrerien a-benn d'en ober. Mont a ra neuze an holl da gousket.
- Kan XX
Noziñ a ra met Odysseüs a chom dihun. Evezhiañ a ra ar mitizhien, ha gwelet ar re zo chomet feal hag ar re a ya da ebatal gant ar bleustrerien. Kounañ a ra e avanturioù tremenet da c'hortoz ar mare d'en em veñjiñ : « Pasianted, ma c'halon ! ». Anadiñ a ra Athena dirazañ ha lakaat anezhañ da chom kousket. Pa zihun Penelope en em ro d'ar glac'har. Odysseüs a glev he c'hlemmoù hag a c'houlenn gant zeus kas ur ragarouez mat dezhañ : kerkent e kouezh ar foueltr hag e klev ur vatezh o villigañ ar bleustrerien hag o pediñ evit e zistro.
Er 41vet devezh, evit ar beure, da-geñver gouel Apollon, e krog ar banvez en-dro. Erruout a ra Eumaios er palez. Dav eo addare da Odysseüs gouzañv kunujennoù ha goapadennoù. Eumaios hag Odysseüs en em gav gant ar paotr-saout Filoetios, chomet feal da Benelope, ha kendrec'het int gant an haroz da chom er palez, o c'hounit evel-se un harper ouzhpenn evit e emgann da zont. E-pad an amzer-se emañ ar bleustrerien o klask an doare da lazhañ Telemac'hos, met ur ragarouez fall a laka anezhe da zilezel o raktres hag ez eont da vanveziñ. E-pad ar pred, ar bleustrerien, na baouezont ket d'ober goap eus Odysseüs dic'hizet ha da wallgas anezhañ, a ziroll trumm da c'hoarzhin en un doare tost d'ar follentez, e-keit ha ma anad ragarouezioù fall niverus kaset gant Athena en-dro dezhe. Diougan a ra Teoklimenos o marv hag e kuita ar banvez dindan goapadennoù ar re all.
Kanoù XXI - XXIV : veñjañs Odysseüs
kemmañ- Kan XXI
Penelope a laka prientiñ gwareg ha saezhioù Odysseüs. Disklêriañ a ra d'ar bleustrerien he deus divizet dimeziñ d'an hini a vo barrek da stegnañ gwareg Odysseüs ha da kas e saezh a-dreuz daouzek houarn bouc'hal renket a-steud. Telemac'hos, fuloret, a fell dezhañ gounit ar gevezadenn e-unan da argas ar bleustrerien da vat. Klask a ra stegnañ ar wareg dre deir gwezh, met Odysseüs dic'hizet a ra sin dezhañ da ehanañ p'emañ war-nes dont a-benn. War e lerc'h e tremen ar bleustrerien an eil goude egile. Koulskoude hini ebet anezhe ne zeu a-benn da stegnañ ar wareg. E-keit-se ez a Odysseüs davet Eumaios ha Filoetios hag e tiskuilh dezhe piv eo, a-raok reiñ urzh dezhe da glozañ dorojoù ar sal. Hag eñ ha distreiñ da vete ar bleustrerien ha lavaret dezhe e fell dezhañ kemer perzh er gevezadenn. Antinoos a ra goap anezhañ, mes Penelope a lak anezhañ da devel hag a asant reiñ e chañs d'ar c'hlasker-bara. Telemac'hos a ro neuze dezhi an urzh da zistreiñ d'he c'hambr ha da lezel ar wazed o-unan, kuit ma welfe al lazhadeg. Odysseüs ha tapout peg er wareg, hag he stegnañ diboan, ha da gas ur saezh a-dreuz an houarnioù bouc'hal. Spouronet eo ar bleustrerien hag Odysseüs ha Telemac'hos a gemer o armoù.
- Kan XXII
Odysseüs a gas e gentañ saezh a-dreuz gouzoug Antinoos. Diskuliañ a ra neuze d'an holl piv eo. Aspedet eo an haroz gant Eurimac'hos da lezel e vuhez dezhañ en eskemm donezonoù fonnus. Met lazhet eo d'e dro. Sevenet o deus ar bleustrerien an torfed a zivuzulded na c'hall ket bezañ pardonet. Odysseüs, gant skoazell e vab Telemac'hos, hini armoc'haer Eumaios hag eus ar mesaer givri Eufiletos a gastiz ar bleustrerien pep hini d'e dro. Espern a ra ar roue an aoiodos Femios hag unan eus servijerien ar palez diwar goulenn Telemac'hos. Dre an ober-se e laka kemm etre eñ hag Aigistos. Melantes zo tapet e-keit ha ma oa o klask degas armoù d'ar bleustrerien a chome. Spontus eo e gastiz : spazhet eo ha troc'hañ a reer outañ an izili, ha goude e taoler e zilerc'hioù d'ar chas. Goude an abadenn wadek-se, Eurikleia a ziskuilh an daouzeg matezh o deus traiset tiegezh ar roue. Krouget int gant Telemac'hos goude bezañ bet laket da walc'hiñ dilerc'hioù al lazhadeg.
- Kan XXIII
Da noz ez a Odysseüs davet Penelope he deus douetañs c'hoazh. A-du gant Telemac'hos e chom an haroz hep lâret ez eo marvet ar bleustrerien c'hoazh. Amprouet eo avat gant Penelope a gont gevier dezhañ diwar-benn o gwele dezho o-daou. Anavezout a ra anezhañ ervat pa zispleg dezhi doareoù ar gwele-se, savet war benn-skod ur wezenn. Hag int ha mont da gousket ennañ.
Kalz arbennigourien a soñj dezhe ez echu ar varzhoneg wirion gant ar werzenn XXIII 296, a ra anv eus adkavidigezh an daou bried, hag eo bet staget tout ar pezh a heul ouzh ar meurgan da c'houde, evel evit kan X an Ilias. Kalz a vern penaos e ouzomp e oa eno e oa diwezh an Odysseia hervez yezhadurourien Aleksandria, Aristofanes hag Aristarc'hos Samotraki. N'eo ket abalamour ma anavezent skouerennoù eus an Odysseia hag a echue gant ar werzenn-se met abalamour d'ur barnedigezh lennegel.
- Kan XXIV
Hermes a gas eneoù ar bleustrerien d'an ifernioù, an hades, ha sed an eneoù all o komz eus ar c'heloù. Odysseüs a guita e balez gant e skoazellerien da vont davet e dad Laertes, erru kozh, ha goude bezañ klasket tremen evit un estrañjour e ro dezhañ ur brouenn a ziskouez splann piv eo. D'ar c'houlz-se avat e red brud al lazhadeg en Itaka hag ul lodenn eus ar geodediz a gemer an armoù d'en em zialañ daoust da ragarouezioù fall. Goude marv o fenn diwar zorn Laertes avat e tec'hont kuit hag Athena a c'hourc'hemenn d'an div gostezenn bevañ e peoc'h hiviziken.
Framm ar varzhoneg en Henamzer
kemmañRannet e oa an Odysseia e 24 c'han pell goude he savidigezh. Ne oa ket graet c'hoazh war ar papiruz koshañ eus an Odysseia, skrivet en IIIe kantved kt JK. Savet e oa ar framm-se gant skiantourien Aleksandria moarvat[4]. An displegoù kozh diwar-benn an oberenn, da lâret eo ar skolioù da Homeros ha displeg Eustatios dreist-holl, o deus titloù evit lodennoù an istor na glotont ket atav gant ar rannadur e kanoù, met kentoc'h gant pennadoù berroc'h pe da strolladoù darvoudoù. Victor Bérard en deus implijet an titloù-se da sevel e embannadur eus an Odysseia.
Oberennoù awenet gant an Odysseia
kemmañAwenet he deus an Odysseia ur bern oberennoù e tachennoù liesseurt.
Lennegezh
kemmañ- Ar romant Les Aventures de Télémaque gant Fénelon (1699) ma adskriv an Odysseia en un doare fonnusoc'h ha gant danevell avanturioù Telemac'hos o klask e dad.
- Ar romant Ulysse gant James Joyce (1921) zo bet displeget evel un doare da adskrivañ an Odysseia e Dulenn a vremañ, en un devezh ;
- Les Aventures de Télémaque gant Louis Aragon (1922) zo unn adskrivadur eus an Odysseia.
- Ar romant Ganedigezh an Odysseia gant Jean Giono (1930) zo un adskrivadur eus an Odysseia a zanevell ar gaou livet gant un Odysseüs denel-kenañ.
- Romantoù Dan Simmons, Ilium (2003) hag Olympos (2005), a zanevell darvoudoù diazezet war an Ilias ha war Odysseüs en ur bed a skiant-faltazi.
- Ar romant Ulysse from Bagdad gant Éric-Emmanuel Schmitt (2008) a zanevell beaj un divroad dibaper eus Bagdad da Londrez, keñveriet gant Odysseüs.
Barzhonegoù
kemmañ- Ar barzh gresian a vremañ Constantin Cavafy en deus savet meur a varzhoneg awenet war-eeun gant an Odysseia, en o mesk « Une autre Odyssée » (1894) hag « Ithaque » (1911).
- Ar skrivagner gresian a vremañ Níkos Kazantzákis en deus savet un Odysseia (1924-39).
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 D.C.H. Rieu's introduction to The Odyssey (Penguin, 2003), p. xi.
- ↑ Mervel a ra ar c'hi Argos autik' idont' Odusea eeikosto eniauto ("o welet Odysseüs adarre en ugentvet bloavezh"), Odyssey 17.327; cf. ivez 2.174-6, 23.102, 23.170.
- ↑ Fox, Robin Lane (2006), The Classical World: An Epic History from Homer to Hadrian, Basic Books, p. 19, ISBN 046502496.
- ↑ S.o. Digoradur Jean Bérard d'an embannadur Folio (1955), p.16.
Levrlennadur
kemmañ- Samuel Butler, The Authoress of the Odyssey, 1897, testenn enlinenn war Internet Archive.
- Jean Cuisenier, Le Périple d'Ulysse, Fayard, 2003.
- Marcel Detienne ha Jean-Pierre Vernant, Les Ruses de l'intelligence. La mêtis des Grecs, Flammarion, 1974.
- Moses Finley, Le Monde d'Ulysse, Seuil, coll. « Points », 2002.
- Michel Honaker, Odyssée, Flammarion, 2006.
- Pietro Pucci, Ulysse polutropos : lectures intertextuelles de l'Iliade et de l'Odyssée, Septentrion, 1995.
- Suzanne Saïd, Homère et l'Odyssée, Belin, 1998.
- Tim Severin, Le Voyage d'Ulysse, Albin Michel, 1989.
Liammoù diavaez
kemmañ- Odysseia en henc'hresianeg gant un droidigezh gant ar raktres Perseus, gant hiperliammoù da notennoù yezhadur ha mitologiezh
- Gwengelouriezh c'hresian : An Odysseia
- Ster an hengoun en Odysseia Homeros gant Marcel Bas. Ur sell war an Odysseia studiet diouzh tu ar relijion hag an hengoun indezeuropek.
- Danvez diwar-benn an Odysseia war ar gwiad gant Jorn Barger. Liammoù etrezek troidigezhioù war ar gwiad.
- Perak e oa bet 19 vloaz Odysseüs o vont d'ar gêr eus Troia?