Embannaduriou Emgleo Breiz

Embannadurioù Emgleo Breiz[1], kroget o labour e 1955 ha serret e 2015, a voe an ti-embann diabarzh savet gant Emgleo Breiz hag en doe embannet an niver brasañ a levrioù ha levrigoù brezhonek[2]. Peurvuiañ e veze ouzhpennet d'e embannadennoù al label Brud Nevez, anv e gelaouenn lennegel krouet gant titl Brud e 1957, pa ne voe morse un ti-embann gant an anv-se[3], e-pad an tri-ugentad bloavezhioù ma voe Emglev Breiz o embann levrioù. Lebalioù all a voe implijet Ar Helenner, Ar skol vrezoneg hag ar Bleun-Brug ivez.

Emgleo Breiz o krog gant an embann levrioù kemmañ

Goude bezañ bet divizet e grouidigezh e 1950 gant un nebeut aozadurioù sevenadurel e krogas ar gevread da vont en-dro e 1953 hag e lakaas da embann levrigoù brezhonek e 1955. Staliet e voe e Brest pa veze kemennet e voe B. P. 17 Brest merk ar chomlec'h evit kas lizhiri.


Levrlennadur kemmañ

Pennadoù nes kemmañ


Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. An droienn Embannadurioù Emgleo Breiz a veze kavet er vruderezh ingal. War niverenn gentañ Brud ha da heul, da skouer.
  2. War-dro 700 hervez Fañch Broudig e 2015.
  3. Krouet e voe ur c'hevarzhe Brud Nevez evit embann ar gelaouenn nemet war-dro 2010.

n