Emgann Bakhmut
Emgann Bakhmut pe Emgann Artemivsk zo un hollad emgannoù nepell diouzh kêr Bakhmut etre nerzhioù lu Ukraina ha nerzhioù Kevredad Rusia harpet gant gopr-soudarded ar Strollad Wagner ha nerzhioù lu Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk e-kerzh Emgann an Donbas. Krog e oa kanoliadeg kêr Bakhmut e Mae 2022, met kroget e oa an emgann da vat d'ar 1añ a viz Eost. Nerzhioù lu Rusia a oa deuet eus tu Popasna goude ma voe kilet gant Ukrainiz diouzh an talbenn.
Rann eus | Battle of Donbas, Brezel etre Ukraina ha Rusia |
---|---|
Stad | Ukraina |
E tiriad | Bakhmut Hromada |
Lec'h | Bakhmut, Ukraina |
Daveennoù douaroniel | 48°35′42″N 38°0′0″E |
Deiziad | 2020s |
Deiziad kregiñ | 1 Eos 2022 |
Prantad | istor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin |
Perzhiad | Nerzhioù armet Rusia, Nerzhioù lu Ukraina |
Efed | Nerzhioù armet Rusia |
E fin ar bloavezh 2022, goude enep-argadennoù C'harkiv ha C'herson gant Ukraina, talbenn Bakhmut-Soledar a oa deuet da vezañ lec'h pouezusañ ar brezel. Rusia a gendalc'h da dagañ eno dreist-holl adalek Du 2022. Ouzhpennet e oa bet nerzhioù rusian evit harpañ an talbenn o tont eus talbenn Kherson gant soudarded nevez enrollet. Gant an amzer o tremen e vez keñveriet an talbenn ouzh unan eus ar C'hentañ Brezel-bed gant fozioù-difenn ha tagadennoù gwadus a bep tu hep gounid douaroù anat. Keñveriet e vez gant emgannoù Stalingrad ha Verdun [1]
Kenarroud
kemmañBakhmut, pe Artemivsk, a oa bet lec'h Emgann Artemivsk e 2014 etre nerzhioù lu Ukraina ha nerzhioù disrannour Republik Pobl Donetsk. Disranourien rusian o doa aloubet kêr e miz Ebrel 2014. Nerzhioù ispisial Ukraina gant harp ar gward broadel zo bet kaset evit skarzhañ an disrannourien. Ar pezh a oa erruet e miz Gouhere 2014.
Simbol pe pouezuster strategel
kemmañAr c'horonal war e leve Serhiy Hrabskyi en doa embannet e oa ar Strollad Wagner o klask kaout un trec'h o aloubiñ Bakhmut. Penn ar strollad Yevgeny Prigozhin a vije o klask rastellañ arc'hantaouiñ Rusia ha brud politikel digant ar gouarnamant rusian. Prighozhin e unan en deus embannet e oa pal an emgann da dreiñ kêr Bakhmut en un "drailherez kig" evit lazhañ pe gloazañ ar muiañ a soudarded ukrainan posubl.
Tabut a zo evit gouzout pouez strategel kêr. Evit darn ar ar bolitikerien pe kazetennerien a-du gant Ukraina n'eo ket ur gêr pouezus [2]. Evit pennoù lu Ukraina eo ur fazi kenderc'hel da goll soudarded evit ar gêr.
Tu Rusia e vez embannet eo pouezus kemer ar gêr rak strategel e vefe evit peurrest ar brezel [3].
Pezh a zo anat eo gant an amzer o redek eo deuet da vezañ un emgann pouezus anezhi dre ma 'z eo ur simbol politikel.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://www.ouest-france.fr/monde/guerre-en-ukraine/entretien-guerre-en-ukraine-apres-bakhmout-quelle-strategie-pour-larmee-russe-a7228b34-be5f-11ed-9958-ce650855cbcb. La bataille de Bakhmout rappelle simultanément la symbolique de Verdun et de Stalingrad. Verdun, dans le sens de l’attrition. C’est une bataille qui provoque de nombreuses pertes, y compris chez les Ukrainiens. Stalingrad, parce que c’est un combat en zone urbaine où chaque paquet de maisons devient un enjeu Jeneral Jérôme Pellistrandi.
- ↑ https://www.20minutes.fr/monde/ukraine/4014145-20221209-guerre-ukraine-pourquoi-forces-russes-acharnent-elles-vouloir-prendre-bakhmout
- ↑ https://www.levif.be/international/ukraine/pourquoi-la-petite-ville-de-bakhmout-est-lepicentre-de-la-guerre-en-ukraine-et-du-pouvoir-interne-russe/