Emgann Fort Donelson
Emgann Fort Donelson a voe stourmet etre an 11 hag ar 16 a viz C'hwevrer 1862, war talbenn kornôg Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An Union Army a oa deuet a-benn da aloubiñ ar c'hreñvlec'h nepell diouzh harzoù Tennessee–Kentucky, ar pezh a zigore dezho hent ar C'humberland River hag a oa un hent aes da implijout evit aloubiñ su ar vro.
Un trec'h eus Lu an Unaniezh e oa bet ivez ha roet en doa lañs d'ar jeneral-brigadenn Ulysses S. Grant a oa tremenet eus un ofiser dizanv d'ar renk a major-jeneral, hag a dapas al lesanv "Unconditional Surrender" Grant.
Un trec'h peurglok e oa bet evit an Unaniezh war ar C'hengevread. Ar c'holloù a oa bet 2 691 diwar un hollad 24 531 (507 lazhet, 1976 gloazet ha 208 prizoniet pe steuziet) evit an Union Army. Evit Lu Stadoù Kengevreet Amerika e oa bet 13 846 koll diwar un hollad 16 171 (327 lazhet, 1127 gloazet ha 12392 prizoniet pe steuziet).