Emgann Guadalete
Emgann Guadalete zo un emgann hag a c'hoarvezas e Ledenez Iberia etre an 19 hag ar 26 a viz Gouhere 711 tost d'ar stêr Guadalete, en Hispania Baetica. Anavezet eo an darvoud dre gronikoù arabek eus an Xvet kantved hag XIvet kantved.
En emgann-se e voe faezhet ha lazhet ar roue vizigot Roderico gant arme ar c'halif Omeyad renet gant Táriq ibn Ziyad. Ken bras e voe trec'h arme ar c'halif ma voe diskaret gantañ ar Stad vizigot.
IstorAozañ
D'ar 27 a viz Ebrel 711 e tilestras Táriq ibn Ziyad, letanant da c'houarnour Tanger, Musa ibn Nusair, gant un armead 9 000 den. Tri miz goude, d'an 19 a viz Gouhere, e voent trec'h war ar Vizigoted, hag o roue Roderico a varvas en Emgann Guadalete.
Trevadennet buan e voe kreisteiz al ledenez gant tud deuet eus Norzhafrika.