Emgann Los Angeles (saozneg: The Battle of Los Angeles) lesanvet Great Los Angeles Air Raid, zo anv un darvoud a embann e vefe bet un dagadenn japanat war Los Angeles hag e oa bet respontet d'an dagadenn gant ur barrad tennoù kanol enep un toullad kirri-nij. Kement-se a oa bet d'ar 24 pe 25 a viz C'hwevrer 1942, a-us da Los Angeles, e Kalifornia. An darvoud a oa erruet nebeutoc'h evit tri miz goude ma vefe erruet Stadoù-Unanet Amerika en Eil Brezel-bed, goude an Arsailh war Pearl Harbor hag un deiz goude bombezadenn Ellwood d'an 23 a viz C'hwevrer. E penn kentañ e oa bet tennet war ar pezh a seblante bezañ un nerzh tagañ eus Japan met e-pad ur gomzadenn ofisiel nebeut amzer war-lerc'h, Sekretour meur an Navy Frank Knox en devoa anvet an darvoud ur "galv diwall faos". Ar c'hazetennoù embannet war-lerc'h o devoa roet an tu da lenn dezrevelloù lies gant martezeadennoù war petra a oa bet gwelet en oabl.

Emgann Los Angeles
emgann
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadLos Angeles County Kemmañ
Lec'hLos Angeles Kemmañ
Deiziad25 C'hwe 1942 Kemmañ
Emgann Los Angeles el Los Angeles Times

Evit un enklask e 1949, gant an United States Coast Artillery Association, e voe lakaet war-raok e oa bet lañset ur c'hwezigell hinouriezh da 1 eur goude merenn. Ar c'hwezigell-se he devoa lakaet "an tennoù da darzhañ" hag ur wech e oa "krog an tennoù, ar faltazi en devoa lakaet war-wel palioù lies en oabl ha pep hini en devoa kemeret perzh". E 1983, an U.S. Office of Air Force History en devoa embannet e oa bet ur gudenn " enkrez brezel".

An emgann

kemmañ

1400 tenn a oa bet e-pad an noz.