Emgann Missionary Ridge
Emgann Missionary Ridge (saozneg: Battle of Missionary Ridge) a oa bet stourmet d'ar 25 a viz Du 1863, evel lodenn eus Kampagn Chattanooga e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude trec'h an Unaniezh en Emgann Lookout Mountain d'ar 24 a viz Du, nerzhioù lu an Unaniezh eus Rann vilourel ar Mississippi renet gant ar Maj. Jen. Ulysses S. Grant o devoe taget ha trec'het nerzhioù ar C'hengevread eus an Army of Tennessee renet gant ar Jeneral Braxton Bragg ; rediet e oant bet da gilañ betek Georgia.
Disoc'h
kemmañE-kerzh an nozvezh, Bragg en doa roet urzh d'an nerzhioù kevredet da gilañ betek arsav Chickamauga eus ar Western and Atlantic Railroad. En deiz war-lerc'h e voe kendalc'het ar giladenn war-zu Dalton, e Georgia, rannet e div golonenn, pep hini o heuliañ un hent disheñvel. An argadenn urzhiet gant Grant a voe daleet dre nerzh- kalon Patrick Cleburne hag e soudarded e-pad Emgann Ringgold Gap.
Kolloù an Union Army en emgannoù evit Chattanooga (Orchard Knob, Lookout Mountain, ha Missionary Ridge) a voe e-tro 5 824 a dud (753 lazhet, 4722 gloazet ha 349 steuziet) diwar un hollad a 56 000 den implijet war an dachenn. Evit Lu ar C'hengevread e voe kollet 6 667 a dud (361 lazhet, 2 160 gloazet, ha 4146 steuziet, darn anezho prizoniet) diwar un hollad 44 000 den. Marteze e vefe bet uheloc'h kolloù ar Su ; Grant a embannas en doa graet 6 142 a brizonidi. Ouzhpenn-se, an Union Army a embannas en doa tapet 40 kanol. Pa voe goulennet gant un aluzenner d'ar Jeneral Thomas hag-eñ e oa gwelloc'h beziañ ar re varv hervez o Stad orin er vered vilourel nevez-savet, Thomas en devoa respontet « Mix 'em up. I'm tired of states' rights », da lavarout eo « Kemmeskit 'ne'o. Skuizh on aet gant gwirioù ar Stadoù ».