Emgann Pelekanon pe emgann Pelecanum a voe un emgann etre an 10 hag 11 a viz Even 1329. An nerzhioù a gemere perzh ennañ a oa soudarded Impalaeriezh Bizantion, en un tu, gant an Impalaer Andronikos III Palaiologos en o fenn, hag en tu all ul lu otoman renet gant Orhan I. Lu Impalaeriezh roman ar Reter a voe trec'het gant un niver uheloc'h a enebourien ha gant kadoniezh vrezel an Otomaned.

Emgann Pelekanon
Tamm eus Brezel etre an Impalaeriezh Bizantion hag an Otomaned

Maread 10 11 a viz Even 1329
Lec'h Nikomedia, Bithynia
Hiziv-an-deiz: Maltepe, Turkia
Disoc'h Trec'h an Otomaned
Emgannerien
Impalaeriezh BizantionImpalaeriezh Otoman
Pennoù-brezel
Andronikos III Palaiologos
Yann Cantacuzene
Orhan I
Niver a emgannerien
4000 pe nebeutoc'h8000
Kolloù
DianavDianav

Ar c'hêrioù aloubet gant al lu otoman en Anatolia ne c'hellent ket mui kontañ war harp ar peurrest eus Impalaeriezh ar Reter. Goustadik e kouezhjont holl etre daouarn an Otomaned. Kentañ emgann Orhan I a oa bet un trec'h war un impalaeriezh gwanaet ha dic'houest da zerc'hel he zachenn en Azia.