Emgann Verdun (1916)
Emgann Verdun (Bataille de Verdun) zo un emgann eus ar Brezel-bed kentañ padet e oa eus an 21 a viz C'hwevrer d'an 19 a viz Kerzu 1916 e-kichen Verdun e Bro-C'hall graet Région Fortifiée de Verdun anezhi er mare-se, etre an armeoù gall hag alaman. Prientet e oa bet gant ar jeneral von Falkenhayn, penn an arme alaman, evel un emgann a oa e bal « diwadañ net an arme c'hall »[1] dindan ur glav obuzioù. Hogos ken koustus e vo avat evit an arme alaman hag evit ar C'hallaoued. 300 000 soudard a varvas, 163 000 soudard gall ha 143 000 alaman. Echuiñ a reas an emgann gant un distro da stad an traoù araozañ. E-pad an amzer-se, eus miz Gouere da viz Du en em ganne an arme saoz en emgann la Somme, ken gwadus all ha gant disoc'hoù ken dister all.
Ar steuñv diazez evit an Alamanted a oa tapout uhelderioù ar rannvro ha gortoz kuzhet hag armet mat an tagadennoù gall evel ma oa bet boaz a-raok er brezel. Eil Emgann Champagne a oa c'hoarvezet dres evel-se, riset e oa bet ar soudarded gall o klask adpakañ an tiriadoù kollet.
Verdun a voe, evel Emgann la Somme, ur gentel spontus a vo komprenet gant lod damkaniourien alaman. Stabilded an talbenn, daoust d'an niver a soudarded en argadoù, a zeu eus ezvezañs karbedoù hobregonet : e 1940 e kouezho Verdun e 24 eurvezh dindan tennoù ar panzerioù. Modernelezh ar ganolierezh a laka rampo an nerzhioù lu engouestlet.
Gant ma oa fall an amzer e voe rediet d'an Alamanted reiñ dale d'an dagadenn. D'an 21 a viz C'hwevrer 1916 e oa kroget. E-penn kentañ e voe trec'hioù brav gant an Alamanted, Kreñvlec'h Douaumont a voe paket e-pad tri devezh kentañ an argadenn. Goude-se e voe diaesoc'h d'an Alamanted mont war-raok en desped d'ar c'holloù ramzel gant Bro-C'hall.
D'ar 6 a viz Meurzh, 20 1⁄2 divizion gall a oa e Verdun gant difennioù kalz gwelloc'h bet savet. Pétain a roe an urzh da chom hep kilañ met ouzhpenn-se e redie an divizionoù c'hall da glask enepargadiñ an Alamanted. An urzhioù-se a lakaas da bignaat uheloc'h c'hoazh ar c'holloù evit al lu gall. Flastret e oa an droadegiezh gant ar c'hanolierezh Alaman.
D'an 29 a viz Meurzh e oa kroget ar c'hanolierezh gall da dennañ dizehan war kostez Kornôg an dachenn emgann. Al lec'hioù difenn alaman a oa bombezet kreñv, ar c'holloù eus o tu a oa aet war-gresk kalz. E-pad miz Meurzh, an argadenn alaman a oa kaset etrezek ribl kleiz ar ster Meuse. Ar pal a oa da bakañ an dachenn implijet gant ar al lu gall evit sturiañ an tennoù kanol etrezek fozioù-difenn an Alamanted hag a oa en uhelderioù. An Alamanted a zeuas a-benn da vont war-raok met stanket e voent gant skoazelloù nevez erruet eus tu Bro-C'hall. Tost e oant eus ar palioù da dizhout met stanket.
E-penn kentañ miz Mae, an Alamanted a gemme kadoniezh ar pal a oa bremañ da seveniñ argadennoù lec'hel hag enepargadennoù pa oant taget gant an arme gall. Ar C'hallaoued a brofitas evit tagañ Kreñvlec'h Douaumont. Ar C'hallaoued a zeuas a-benn da adtapout ul lodenn eus al lec'h met an enepargadennoù Alaman a voe drastus. Kollet e voe al lodennoù adtapet, kalz brizonidi brezel a oa bet graet gant an Alamanted. An Alamanted a oa rediet kemmañ o doareoù d'ober.
E miz Mae/Even e voe kroget gant tagadennoù Alaman war bep ribl eus ar stêr Meuse er memes-tro. E miz Even e oa bet aloubet Kreñvlec'h Vaux goude stourmoù feuls taer a-berzh gwarnizon al lec'h. Goude kodianidigezh ar gwarnizon enoret gant ar soudarded alaman, Sylvain-Eugene Raynal an ofiser penn a voe kaset dirak ar C'hronprinz hag enoret ivez.
Emgann Verdun a badas 303 devezh hag a zo chomet unan eus emgannoù gwadusañ istor Mab-den. Er bloavezh 2000 e voe istimet e oa bet 714 231 koll brezel (lazhet, gloazet ha steuziet), 377 231 evit ar C'hallaoued ha 337 000 e-kostez an Alamanted. Keidenn ar c'holloù dre miz a oa 70 000. Evit studiadennoù er bloavezhioù 2010 e vefe uheloc'h ar c'holloù gant 976 000 e-pad an emgann, hag 1 250 000 e Verdun a-hed ar brezel a-bezh.
Lec'hioù arouezius da weladenniñ
kemmañ- Karnel Douaumont: kounlec'h en eñvor d'ar soudarded marvet en emgann.
- Kreñvlec'h Douaumont, savadur-difenn Thiaumont, kreñvlec'h Vaux, savadur-difenn Froideterre, kreñvlec'h Souville, savadur-difenn la Falouse ha goudor ar Quatre Cheminées.
Adkemer er sevenadur
kemmañ-
Taolenn gant Henri Georges Jacques Chartier (1859-1924)
-
Verdun Tableau de guerre, 1917 (Félix Vallotton, 1865–1925)
Filmoù
kemmañ- Verdun : Visions d'histoire, gant Léon Poirier (2006).
- Verdun vu par le cinéma des armées, produet gant an ECPAD (2008).
- Verdun, 90 anniversaire, gant Daniel Costelle, (2006).
- Le Siècle de Verdun, gant Patrick Barbéris (2006).
- The Great War, produet gant ar BBC, (1964). Verdun en teulfilm : rannbennad 11, Hell cannot be so terrible.
Levrlennadur
kemmañ- Christophe Gué, « Verdun », in François Lagrange (dir.), Inventaire de la Grande Guerre, Universalis, 2005.
- Jean-Jacques Becker, Dictionnaire de la Grande Guerre, Bruxelles, André Versaille éditeur, 2008.
- Alexandre Niess « Du Chemin des Dames à Verdun. Caractéristiques de la mémoire de la Première Guerre mondiale dans les monuments aux morts de la Zone Rouge » in Dan Brewer, Patricia Lorcin (dir.), Spaces of War. France and the Francophone World, University of Minnesota, à paraître en 2008.