Kreñvlec'h Douaumont

mirdi Frañs (Meuse)

Kreñvlec'h Douaumont (galleg: Fort de Douaumont) e oa ar c'hreñvlec'h brasañ hag uhelañ e-touez an 19 savadur difenn bet savet evit gwareziñ kêr Verdun e Bro-C'hall, abaoe ar bloavezhioù 1890. E 1915, pennoù-uhel al lu gall o devoa raksoñjet ne vije ket tu gant ar c'hreñvlec'h-se e Verdun da zerc'hel mat e-tal kanolioù alaman 420 mm Gamma-Gerät. Ar c'hanolioù dreist ponner-se a oa deuet a-benn aes da flastrañ kreñvlec'hioù Belgia e-kerzh miz Eost 1914. Kreñvlec'h Douaumont hag ar c'hreñvlec'hioù all eus Verdun a oa bet gwelet evel diamzeret ha dizarmet evit un darn. E 1915 e oant tost dizifenn. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1916, Kreñvlec'h Douaumont a oa bet aloubet hep stourm gant ur bagadig soudarded alaman savet gant 19 ofiser ha 79 soudard nemetken. Ar re-se, a oa deuet-tre dre ur prenestr digor er ribin. Kouezhadenn drumm Kreñvlec'h Douaumont, tri devezh goude ma vije kroget Emgann Verdun, en doa sabatuet al Lu gall. Goude-se e oa bet kendalc'het gant an daou du engouestlet en emgann da glask tapout ar C'hreñvlec'h digant al lu all. Douaumont a oa bet adkemeret da vat gant teir divizion droadegiezh eus an Eil lu, e-kerzh Kentañ Argadenn Emgann Verdun d'ar 24 a viz Here 1916. An darvoud-se e oa bet al lodenn ziwezhañ eus an emgann hag a oa padet 9 miz gant kolloù uhel spontus evit an daou du.

Adkemer Douaumont, d'ar 24 a viz Here 1916
Kreñvlec'h Douaumont
Fort, mirdi milourel
Rann eusFunerary and memory sites of the First World War (Western Front) Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadDouaumont-Vaux Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°13′0″N 5°26′20″E Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet, Glad bedel Kemmañ
Map
Kartenn lec'hiadur kreñvlec'h Douaumont