Ar 42 cm kurze Marinekanone L/12, pe Gamma-Gerät ("Ardivink Gamma"), a oa ur c'hanol seziz alaman savet gant Krupp.

Gamma-Gerät
doare arm
Iskevrennad eushowitzer, siege artillery Kemmañ
Deiziad krouiñ1909 Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinImpalaeriezh alaman, Trede Reich Kemmañ
ManufacturerFriedrich Krupp AG Kemmañ
Treset gantFriedrich Krupp AG, Artillery Testing Commission Kemmañ
Lakaet er servij1911 Kemmañ
Tennet eus ar servij1945 Kemmañ
Implijet gantImperial German Army, Wehrmacht Kemmañ

Treuzkiz kanol ar Gamma-Gerät a oa 42 cm, ar pezh a rae anezhañ ar brasañ kanol a vije bet lakaet war un dachenn-emgann. Ar Gamma-Gerät a oa bet kroget da sevel e 1906 ha lakaet er servij en Tirlu Impalaeriel alaman e 1911. Ar Gamma-Gerät e oa ar brasañ pezhioù kanol implijet gant Tirlu Impalaeriel Alamagn, met ar pouez a oa ur gudenn vras ha na rae ket eus ur c'hanol evel-se un arm fiñvus. Ret e oa implij linennoù tren evit fiñval an arm ha staliañ anezhañ pelloc'h. Dre-se, ar Gamma-Gerät alaman a oa bet implijet dreist-holl evel arm seziz war kreñvlec'hioù gwarezet mat evel Kreñvlec'h Douaumont e-kerzh Emgann Verdun. Hag int pezhioù kanol galloudus, ne oant ket kreñv a-walc'h dre ret evit tizhout ar palioù roet dezhe.

Implijet e oa ebt ur c'hanol Gamma-Gerät evit klask lakaat ar soudarded vreton da dec'hel kuit diouzh Diksmuide e 1914, met en aner evit an Alamanted.[1]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ