Emgann ar Sabis
Emgann ar Sabis, pe Emgann ar Sambre, zo un emgann a c'hoarvezas e 57 kent JK etre lejionoù ar Republik Roman hag un armead kelt eus Belgia, bodet gant an Nervii hag an Atrebates, e-kichen Saulzoir e hanternoz Bro-C'hall hiriv.
Julius Caesar an hini a oa e penn an armead roman, 15 000 den enni. Hervez e zanevell-vrezel, e voe darbet dezhañ bezañ trec'het, met ken bras e oa ampartiz ar jeneral roman ha ken prim e teuas un adarme deuet d'o skoazellañ ma voe flastret o enebourien .
Goude an emgann
kemmañAnvet e voe ur roue nevez, e penn an Atrebates, gant Caesar, Commios e anv, ha kaset e voe hennezh da Enez Vreizh gant ar Romaned a-raok aloubiñ an enezenn, da gomz en o anv. Dre ma chomas feal Commios da Julius Caesar e-pad emsavadegoù enep-roman ar bloazioù 54-53 kent J.K., ne voe ket lakaet tailhoù war an Atrebated. Diwezhatoc'h avat e kemerjont perzh en arme a yeas war sikour Verkingetoriks e -52. Flastret e voent avat ha kodianañ a reas Commios gant Marcus Antonius.