Un emplantenn-vronn a zo ur brotezenn implijet er surjianerezh plastik evit brasaat volum ur vronn pe evit adsevel ur vronn (goude ur vastektomiezh da skouer).

Emplantennoù-bronn leuniet gant gel silikon
Emplantennoù-bronn leuniet gant disolvadenn fiziologel
A-raok ha goude an oberatadennoù
Glaz kapsulel e bronn zehoù ur vaouez 29 bloaz, seizh vloaz goude ma voe pozet emplantennoù-bronn kilwagrennel leuniet gant gel silikon, 560 cm³ o volum

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Meur a seurt emplantennoù-bronn ez eus, hervez an danvezioù a ya d'ober anezho:

Impljet e vez an an emplantennoù-bronn abaoe 1865 da nebeutañ evit brasaat ment bronnoù ar maouezed. En Alamagn e voe pozet an emplantenn gentañ diouzh a ouzer. Eno e voe tennet lard digant ur vaouez zu eus yoc'henn guñv he c'horf evit emplantañ anezhañ en he bronn. Er bloavezhioù war-lerc'h e voe danzeet gant mezeien emplantennoù liesseurt graet gant a bep seurt danvezioù, e parafin peurvuiañ. E Japan e voe graet gant silikon, evit ar wezh kentañ moarvat, goude an eil brezel bed : gisti Japan o defe strinkellet silikon en o divronn dezho o-unan.

E 1961 e voe diorroet ar brotezenn-vronn gentañ e silikon gant plastikourien eus Houston, Thomas Cronin ha Frank Gerow, gant kenlabour an Dow Corning Corporation, hag e 1962 e voe pozet ar seurt emplantenn evit ar wezh kentañ. C'hoarvezout a rae an emplantenn eus ur c'holoenn silikon leuniet gant ur gel silikon tev ha gludek.

Diwar neuze ez eus bet klasket gwellaat an emplantennoù-se dre astenn o fad implij, dre wellaat ar santadenn a roont pa zouger anezho, ha dre vroudañ nebeutoc'h ar gwiad bevoniel gwiennus er c'hapsulennoù tro-dro d'ar stramm. Techet eo ar c'hapsulennoù da lakaat an emplantenn da galetaat, da reiñ un neuz gweet ha dinaturel dezhi, ha gallout a reont degas poan. Bakterioù, ar silikon o tiverañ hag an amzer eo an abegoù pennañ a laka ar c'hapsulennoù da furmiñ. An emplantenoù leuniet gant disolvadenn fiziologel ivez a c'hell furmiñ kapsulennoù. Digresket eo ar feur kapsulennoù gant an emplantennoù nevesoc'h gwiadet, gant goloennoù tevoc'h a fu nebeutoc'h, ha gant geloù stagañ tevoc'h.

Riskloù ha breutadeg

kemmañ

E Stadoù-Unanet Amerika eo bet strishaet implij an emplantennoù leuniet gant gel silikon gant ar Food and Drug Administration dre ma vezed nec'hetoc'h-nec'hetañ a-zivout efedoù un hevelep emplantennoù war ar yec'hed. Ouzhpenn ur milion a vaouezed a zouge emplantennoù da vare ar berzh, hag ar breud savet diwarnañ a lakaas ar farderien d'en em glevet war un digoll a 4,25 miliard a zollaroù. Breutaet e vez c'hoazh gant kumuniezh ar skiantourien diwar-benn braster ar riskl stag ouzh an emplantennoù-bronn gant gel silikon.

Kaozeet ez eus bet kalzik diwar-benn ar riskloù-yec'hed stag ouzh an emplantennoù-bronn er bloavezhioù tremen. Gouez da lod ez eo kiriek an emplantennoù-se da gleñvedoù, peurgetket ar c'hleñvedoù emimmunizet daoust ma ne vez ket kadarnaet gant prouenn ebet. Koulskoude e konter an ansimetriezh, an torradur, an tarzhadur, an infektadur ha kaletadur an emplantennoù pe "kapsulenn" e-touez ar c'hudennoù deuet dre ar protezennoù-bronn.

Ret eo merkañ e vir an emplantennoù, dreist-holl ar re silikon, d'ober mammografiennoù dre radiografiezh. Silisiom ez eus er silikon, un elfenn bounneroc'h eget ar re a vez e gwiad ar bronnoù naturel. Gant an atomoù silisiom-se e vez euvret fotonoù skin X en un doare efedusoc'h eget gwiad naturel ar bronnoù. Ma oulakaer ez etreober ar fotonoù skinoù X gwan implijet er vammografiezh (Mo-K) dre an efed fotoelektron neuze e vo gouest ur silikon-skouer (O-Si(CH3)2-)n da euvriñ 4,2 gwezh muioc'h a skinoù X eget gwiad ar vronn.

A-hend-all ne vefe merk-enep ebet, war a seblant, evit a sell ouzh ar bronnañ evit ar maouezed a zoug emplantennoù.

Dre m'eo ar bronnoù un tachad erogenek (peurgetket gant ar maouezed dezho divronn bihan) e c'hell brasadur volum o divronn digreskiñ ar blijadur revel dre zigreskiñ gwiridigezh an tachad-se.

Hervez American Society of Plastic Surgeons (Kevredigezh amerikan ar surjianed plastikourien) ez eo brasadur an divronn an oberiadenn surjianerezh ar c'hened a vez pleustret ar muiañ war ar maouezed er Stadoù-Unanet. E 2002 e voe gouzañvet an oberiadenn-se gant 236 888 maouez e SUA. Hervez an "National Institute for Women" eo ret d'ur vaouez oberataet diwar beder gouzañv surjianerezh en-dro evit reizhañ kudennoù emplantenn.

Da heul ar breud a oa bet diwar-benn efed an emplantennoù war ar yec'hed ez eus bet savet ur breud sokial diwar o fenn. Maouezed 'zo a wel enno un doare da c'hounit muioc'h a c'halloud ha da vezañ mestr war o c'horf, lod all a wel enno ur sujidigezh vennedik da c'hoantoù revel ar baotred hag ur c'hammed war-gil evit dishualerezh ar merc'hed. Lakaet e oant bet gant lod keñver-ha-keñver gant bandennadur an treid e Sina pe an ezskejadur en Afrika.

En desped da se e seblant an emplantennoù-bronn bezañ muioc'h-mui degemeret en darn vrasañ eus broioù ar C'hornôg, daoust ma chom un islonk etre an taolennadur a vez graet anezho er mediaoù hag er vuhez pemdez.

Liammoù diavaez

kemmañ