Emsavadeg Lyon a c'hoarvezas etre miz Mezheven ha miz Du 1793 pa droas un darn eus pobl kêr Lyon, kevreadelourien anvet Rolandins pe Girondins, a-unan gant roueelourien, a-enep ar Jakobined, anvet les Chaliers, a-du gant Vodadenn vonreizhañ vroadel Pariz a oa dalc'het gant la Montagne. Kemeret e voe ar galloud gant ar Girondins, a embanne bezañ a-du gant ar Republik, daoust m'o doa graet emglev gant harperien ar roue.

Louis François Perrin de Précy, a oa e penn an emsavidi a oa a-du gant ar roue Loeiz XVII. Poltred gant Jean-Joseph Dassy.

E Pariz e veze gwelet an emsavadeg evel un taol a-enep an Dispac'h, ha mennet e oa ar Vodadenn da vougañ an emsavadeg.

Kaset e voe Joseph Fouché da ziskar an emsavadeg. Fiziañs a oa ennañ p'en devoa votet lakaat ar roue Loeiz XVI d'ar marv, ha hennezh a oa bet dibennet e miz Genver.

Gwaskerezh

kemmañ

D'an 9 a viz Here, e voe krouet ur c'huzul soudardel evit barn an dud tapet gant armoù, hag ur c'huzul justis poblek evit barn ar re all. Tri deiz goude e voe savet ur C'huzul dreistordinal a 5 ezel gant ar Goñvañsion evit « kastizañ dizale torfedourien enepdispac'hel Lyon »[1].

 
Joseph Fouché, eoullivadur dizanv, XIXVET KANTVED, kastell Versailhez.

D'an 11 a viz Here e voe divizet diskar mogerioù kêr Lyon.

En deiz war-lerc'h, setu Barère o lakaat ar Goénvañsion da embann e kollo Lyon hec'h anv, e vo graet "Ville-Affranchie" anezhi. E vo distrujet. E vo distrujet kement ti ma oa tud pinvidik ennañ. Ne chomo nemet tier ar re baour hag an dud harluet, an tier implijet evit an industriezh, ar skoazell-denel, hag an deskadurezh.


 
Arrêté sur l'administration de Commune-Affranchie, 21 janvier 1794.jpg.


Pennadoù kar

kemmañ
  1. Patrom:Harvsp.