En bro Dreger a-dreuz Parkoù
En bro Dreger a-dreuz parkoù (gizioù, boazioù, skouerioù) zo titl ul levr a zaouzek pajennad ha pevar-ugent bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e miz Ebrel 1985.
Da-heul ur rakskrid gant Pêr Denez e kaver ennañ pemp pennad brezhonek ha hanter-kant savet gant ar barzh Erwan Vertou e-tro ar bloavezh 1900. Abalamour d'e vicher a ijinour e oa bet ret dezhañ mont da labourat e-maez Breizh, d'an Havr-Nevez ha da Bariz peurgetket. Ar pezh ne viras ket outañ a skrivañ notennoù gallek hir pe hiroc'h a voe embannet gant ar gelaouenn divyezhek Kloc'hdi Breiz (Le Clocher Breton e galleg) e 1910-1911. Dreze e veze taolennet « boazioù, gizioù ha skouerioù » Tregeriz, dreist-holl reoù tud, brudet pe get, o chom e trowardroioù Pleuvihan e-lec'h ma oa bet ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1861.
- ♦ Ar pemp pennad ha hanter-kant ♦
|
|
|
|