Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Monty
Anv gallek Île de Monty
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 15′ 56″ N, 1° 25′ 31″ K
Gorread 0,37 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Tarvieg
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Monty (Île de Monty e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger etre Naoned hag Ankiniz, e kumun Tarvieg, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh.

Tost ouzh ribl dehoù ar stêr (en norzh) eo an enezenn, er mervent da Enez Arrouix hag er biz da Enez an Dervenneg. Muzuliañ a ra 1,9 km a hirder ha 280 m a ledred, gant ur c'horread a 37 ha[1].

Un atant zo bet savet warni en XIXvet kantved. Stag eo an enezenn ouzh ribl dehoù al Liger gant ur roudouz ha moaien zo da dreuziñ anezhañ pa vez disec'het ar vrec'h norzh.

Pontoù Tarvieg a dreuz penn kornôg an enez met n'eus ket moaien da vont d'an enez drezo.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (fr) "Île de Monty", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.