Enez Tibidi
Enez Tibidi zo un enezennig en aber stêr ar Faou, e goueled morlenn Brest, e kumun an Ospital-Kamfroud. Pa vez tre gant ar mor e vez stag Tibidi ouzh an douar-bras. Ur maner zo war an enezenn.
Enez Tibidi
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | An Ospital |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Lenn-vor Brest |
Lec'hiadur | Lenn-vor Brest |
Daveennoù douaroniel | 48°18′0″N 4°14′51″W |
Istor
kemmañHervez Buhez sant Gwenole, e vije bet ar sant o sevel un ti-pediñ war an enezennig, pa oa deuet di da chom war-dro 485. Tri bloaz goude e vije aet d'ober e annez da Landevenneg, en tu all d'ar vrec'h-vor. Insula Thopopegya pe insula Thopepigia eo anv enez Tibidi er Vuhez latin-se.
XXvet kantved
kemmañPerc'hennet e oa gant an tiegezh Bollore pa zegouezhas etre daouarn eskob Kemper ha Leon en 1935; mont a reas ar c'hastell d'ober skol gatolik.