Ensavadur an Uhelouiziegezh Dulenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ensavadur an Uhelouiziegezh Dulenn[1], da lavaret eo Institiúid Ard-Léinn Bhaile Átha Cliath en iwerzhoneg ha Dublin Institute for Advanced Studies (DIAS) e saozneg, a voe krouet e 1940 diwar atiz Taoiseach Republik Iwerzhon, Éamon de Valera, ha roet ar pal dezhañ desachañ enklaskerien eus ar bed a-bezh diwar patrom Ensavadur ar Studi Uhel savet e Princeton (New Jersey) e 1930.
Istor
kemmañPa oa aet Éamon de Valera da dTaoiseach e 1937, hag eñ ur matematikour, e kavas dezhañ e oa en arvar ar skiantoù rik, matematik, fizik ha steredoniezh en Iwerzhon. Nec’het e oa gant dazont ar steredoniezh pa wele diskar an arsellva steredoniel lec’hiet e Dunsink, e bannlev Dulenn.
Sevel a reas raktres an ensavadur ma vije renet enklaskoù war al live uhelañ ennañ ken e vefe ul lec’h evit an uhelouiziegezh, diwar batrom an Institute for Advanced Study e Princeton (New-Jersey).
Menoz kentañ De Valera a oa desachañ unan eus ar ouizieien vrudetañ er bed par da Albert Einstein, rener Skol Matematik Princeton. Kejañ a reas gant Erwin Schrödiger, ur skolveuriad aostrian ha ne c’helle ket mui labourat en e vro hag a oa o vont war-du ar politikerezh enepyuzev a vage Adolf Hitler, hag a aloubas Aostria e miz Meurzh 1938.
E 1938 e voe krouet lodenn gentañ ar raktres (Skol ar fizik damkaniel) da c’hortoz ma vefe votet ul lezenn evit reiñ diazezoù an Ensavadur liesdiskiblek. Ur skol war ar vezegiezh ha skolioù all da dermeniñ a voe rakjedet ivez.
Votet e voe an Akta evit Ensavadur an Uhelouiziegezh gant Dáil Éireann e Mezheven 1940, met ne c’hellas ket Erwin Schrödiger mont da Zulenn a-raok ar 5vet a viz 1939, just goude ma voe diskleriet ar brezel gant ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C’hall ha staliet e voe an Ensavadur d’an 21vet a viz Du 1940.
Hervez an diazezoù dispaket e lezenn an Ensavadur an Uhelouiziegezh Dulenn ez eo e balioù « kas war-raok an uhelouiziegezh, konduiñ enklaskoù e-barzh skourroù arbennik ar ouiziegezh hag embann disoc’hoù ar studioù hag an enklaskoù ».
Skol ar Studioù keltiek, pa oa prederiet Éamon de Valera gant adreiñ ur statud uhel da yezh ofisiel ar vro, an iwerzhoneg, ur yezh keltiek, dezhi ul lennegezh eus ar re goshañ.
Aozadur
kemmañTeir skol (pe kevrenn) a ya da frammañ al labourioù enklask :
- Skol ar Studioù keltiek (School of Celtic Studies) renet bremañ gant ar c'helenner Ruairí Ó hUiginn
- Skol ar fizik damkaniel (School of Theoretical Physics) dindan renerezh ar c'helenner Denjoe O'Connor
- Skol ar fizik kosmek (School of Cosmic Physics) dindan renerezh ar c'helenner Chris Bean
Div is-kevrenn a zo d'ar skol-se : Douarfizik-Steredoniezh hag Astrofizik.
Skol ar fizik damkaniel
kemmañDre ma voe tutaet ar skolveuriad harluet, Erwin Scrödiger, e voe tapet brud vat gant labourioù ar skol war dachenn ar fizik pementadel pe kwantek.
Skol ar Studioù keltiek
kemmañEmbann a ra ar skol ur gelaouenn skiantel gant ur c'hengor adlenn, Celtica'’ he zalbenn, hag embannet pep bloaz hiziv.
E 1947 e voe degemeret Roparz Hemon evel enklasker e Skol ar Studioù keltiek. Eno e savas meur a studiadenn a-zivout ar brezhoneg embannet dindan anv an Ensavadur ha 5 levr o tennañ da istor al lennegezh ha da yezhouriezh ar brezhoneg a voe embannet en un dastumad titlet ‘’Medieval and modern Breton series’’ (Heuliadennoù ar brezhoneg krennamzerel ha modern) :
- Roparz Hemon, Christmas hymns in the Vannes dialect of Breton, 1956.
- Roparz Hemon, Trois poèmes en moyen-breton, traduits et annotés’’, 1962.
- Roparz Hemon, Les fragments de la Destruction de Jérusalem et des Amours du Vieillard…’’. Testennoù troet ha notennet gant RH ha, da-heul, un adstagadur gant RH ha Gwennole ar Menn, 1967.
- Roparz Hemon, A historical morphology and syntax of Breton’’, 1975, adembannet e 1984.
- Roparz Hemon, Doctrin an Christenien : texte de 1622 en moyen-breton accompagné de la version française et du texte en breton moderne de 1677, avec préface et notes’’ (gant RH), 1977
Er memes dastumad e voe embannet un oberenn eus ar re bouezuzañ gant Kenneth H. Jackson, a oa kelenner e Skol-veur Dinedin d'ar mare-se :
- Kenneth H. Jackson, A historical phonology of Breton, 1967
Ar c'helenner iwerzhonat Malachy McKenna a labouras war ar rannyezhouriezh, koulz war rannyezhoù iwerzhonek ar gwalarn ha war rannyezh ar Gemene
Lec'hienn Web
kemmañ- dias.ie, lec'hienn ofisiel an ensavadur
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Troet eo bet evel-se gant Alan Heusaff, hag eñ iwerzhoneger, e-barzh ar pennad "Roparz Hemon e Dulenn" (p. 32) a gaver e-barzh Roparz Hemon : Kounioù & Hengoun lennegel ar brezhoneg’’, Dulenn, Coiscéim, 1990. El levr-se e weler div droidigezh all : Ensavadur Studioù uhel Dulenn hag Ensavadur ar Studioù araoket Dulenn.