Ernest Carré Kérisouët
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ernest Carré Kérisouët a zo bet ganet e Lambal (Breizh) d'ar 24 a viz Eost 1832. Mab da Louis Aimé Kérisouët e oa.
Heuliet en doa kentelioù Skol Minoù Pariz, hag diplomet e voe gant Skol Kreiz (École Centrale) Pariz a-raok mont da rener govelloù hag ijinour. Bevañ a reas ur vuhez politik diroll. Maer Plezeved e voe adalek ar 27 a viz Mae 1864 betek ar 21 a viz Gouere 1877. Kannad e voe e 1869 hag eñ oadet a 37 bloaz. Emezelañ a reas e renkoù an Tiers-parti Liberal a enebe un disterañ ouzh an impalaerded. Ne votas ket ar brezel 1870. Anvet e voe Jeneral brigadenn e 1870, hag e fizias aozadur Arme Breizh e kont Keratry, dre hanterouriezh Léon Gambetta. Dilennet adarre goude ar brezel dindan an tu kreiz-kleiz, delc'her a reas politikerezh Thiers. Ne voe ket dilennet e 1876, a-raok distreiñ d'ar Gambr goude ma voe nullet dilennadenn e enebour. Kuzulier kanton Merdrigneg eus 1863 betek 1877, e voe prezidant ar C'huzul-Meur eus 1871 betek 1875.
Marvet e oa Ernest Carré Kérisouët d'ar 16 a viz Kerzu 1877 e Pariz.