Esparder gravitadur
E-barzh ar relativelezh hollek, un esparder gravitadur zo un takad eus an egoramzer. En o c'hichen kementadoù zo hag a dalvez da zeskrivañ ar park gravitadur a zeu da vezañ didermen. N'haller ket deskrivañ an hevelep takadoù hervez lezennoù ar relativelezh hollek, ar pezh na vir ket outi da vezañ gouest da rakwelet e vo kavet an hevelep traoù en hollved. Da skouer, pa grou un toull du e krou un esparder gravitadur en e greiz.
An daou seurt esparderioù pouezusañ en egoramzer eo an esparderioù krommadur hag an esparderioù pikernek. Gallout a reer ivez rannañ an esparderioù diouzh ma'z int gronnet gant un dremmwel eus an darvoudoù pe get (esparderioù noazh).
Hervez ar relativelezh hollek, stad kentañ an hollved, e deroù ar Big Bang, a oa un esparder. Ur seurt esparder all rakwelet gant ar relativelezh hollek zo e diabarzh an toulloù du : Forzh peseurt steredenn a zisac'h warni hec'h-unan betek ur serten poent a ya d'ober un toull du a grou ennañ un esparder (gronnet gant un dremmwel eus an darvoudoù), holl an danvez en em dolp neuze er memes poent (pe en ul linenn gelc'hiek, pa vez an toull du o treiñ). Esparderioù krommadur eo an esparderioù-se.
Ne c'haller ket taolenniñ emzalc'h un esparder gravitadur gant an anaoudegezhioù hon deus hiziv an deiz e fizik. Lod eus ar skiantourien o deus lakaet ar vartezeadenn ne vefe ket gouest an esparderioù gravitadur da gemm an egor tro-dro dezhe morse. Gallout a ra bezañ gant ma vint gronnet gant un "dremmwel eus an darvoudoù", evel ma c'hoarvez e-barzh an toulloù du. Hervez martezeadenn ar c'hontrollerezh kosmek-se, an espaderioù gravitadur (nemet marteze hini ar Big Bang) a vez atav kuzhet diouzh an diavaez gant un dremmwel. Difennet e oa bet ar vartezeadenn-se gant Stephen Hawking er bloavezhioù 1970. Distaolet eo bet goude drevezadennoù niverel er bloavezhioù 1990 gant Saul Teukolsky ha Matthew Choptuik.
Seurtoù esparderioù
kemmañEsparderioù krommadur
kemmañEsparderioù pikernek
kemmañKomz a reer eus esparder pikernek pa vez ur poent ma vez echu bevenn an holl gementadoù kovariañs hollek. En degouezh-se n'eo ket unvan an egoramzer e poent ar vevenn hec'h-unan. Tennañ a ra an egoramzer d'ur pikern en-dro d'ar poent-se hag emañ an esparder e beg ar pikern.
Esparderioù noazh
kemmañBetek deroù ar bloavezhioù 1990 e kreded e veze kavet holl an esparderioù a-dreñv un dremmwel eus an darvoudoù. Hervez ar gredenn-se ne c'halle ket bezañ eus an esparderioù noazh. Anvet e vez ar vartezeadenn-se : martezeadenn ar c'hontrollerezh kosmek. Koulskoude, e 1991, e voe kaset da benn drevezadennoù dre urzhiataer eus ur plane poultr o treiñ gant Shapiro ha Teukolsky. Diskouezet e oa bet neuze e oa e c'halle bezañ esparderioù "noazh", hep dremmwel, e damkaniezh ar relativelezh hollek. Ne ouzer ket da betra e tennfe seurt traezoù e gwirionez.
Er skiant faltazi
kemmañ- En abadenn 200 eus Stargate SG-1, en ur barodienn, e lavarer emañ un esparder o vont da darzhañ. Pouezañ a ra unan eus ar c'hoarierien war ar fed ma'z eo dibosupl. Un taol-lagad eo d'ar fazioù a denn d'ar skiantoù a vez graet er skiant-faltazi.
- Er film Event Horizon e lavar saver al lestr (c'hoariet gant Sam Neill) e c'hall al lestr beajiñ buanoc'h evit ar gouloù, a-drugarez d'ar galloud en deus da grouiñ un esparder evit tremen eus ul lec'h eus an hollved da unan all.
- En hollved Star Trek e kerzh listri brezel ar Romulaned a-drugarez d'an esparderioù a endalc'hont.
Levrlennadur
kemmañ- Brian Greene, The Elegant Universe : superstrings, Hidden Dimensions, and the Quest for the Ultimate Theory. ISBN 0-375-70811-1. Pourchas a ra al levr-mañ anaoudegezhioù diazez en un doare eeun diwar-benn damkaniezh ar c'hordennoù, daoust ma'z eo arru dispredet lod eus an traoù displeget warnañ.
- Shapiro, Stuart L., Teukolsky, Saul A. (miz C'hwevrer 1991). "Formation of naked singularities: The violation of cosmic censorship". Physical Review Letters 66 (8): 994-997. DOI:10.1103/PhysRevLett.66.994
- Robert M. Wald General Relativity, Chicago, 1984. ISBN 0-226-87033-2
- Charles W. Misner, Kip Thorne ha John Archibald Wheeler Gravitation, San Francisco, W. H. Freeman, 1973. ISBN 0-7167-0344-0 §31.2 hag §34