Ettore Tolomei
Ettore Tolomei (Rovereto, 16 a viz Eost 1865 - Roma, 25 a viz Mae 1952) a oa ur c’hazetenner hag ur politikour italian, broadelour ha faskour. Anvet e voe da senedour e 1923 ha noplaet e voe gant ar roue Vittorio Emanuele III, evel Conte della Vetta e 1937. Brudet eo e labour evit italianekaat lec’hanvioù Tirol ar Su hag abalamour da se e vez gwelet fall gant alamanegerien ar vroig-se, tra ma vez graet ur "brogarour" anezhañ gant Italianed zo.
E vuhez
kemmañGanet e voe Ettore Tolomei e 1865 e Rovereta, e Trentino a oa da neuze en Aostria. E-pad e yaouankiz e tommas ouzh mennozhioù ar vrogarourien italian ha mont a reas d’ober e studioù da Firenze ha Roma, ha n’eo ket da Aostria. Goude e studioù e rankas mont d’ober e goñje en arme Aostria ha daremprediñ a reas neuze kentelioù douaroniezh e skol-veur Vienna.
Ur wech distroet da Roma, e 1890, e savas ur gelaouenn anvet La Nazione Italiana, ma c‘houlenne e vefe brasaet Italia ha staget outi an holl zouaroù ma oa italianegerien hag a oa o chom e stadoù estren. E rannvro orin, Trentino, a oa da stagañ ouzh Italia evitañ eta, ha mont a rae zoken betek goulenn en em astennfe Italia betek linenn disrann an doureier ha betek menezioù uhelañ an Alpoù. E 1906 ez eas da chom da Montan e proviñs Bozen ha sevel ur gelaouenn all anvet Archivio per l'Alto Adige. An anv "Alto Adige" choazet gantañ evit ar vro a oa bet anv un departamant e Rouantelezh Italia krouet gant Napoleon. Er gelaouenn e oa pennadoù a glaske diskouez e oa Tirol ar Su ur vro "italian" ha savet e voe kantadoù a anvioù italianek evit lec’hioù ar rannvro-se, ha n’o doa betek neuze nemet anvioù alamanek pe anvioù ladinek. Hervez Tolomei avat e oa bet alamanekaet an anvioù-lec’h er vro-se gwechall ha ne rae-eñ nemet aditalianekaat anezho.
E-pad ar Brezel-bed Kentañ e stourmas Tolomei en arme Italia. E 1918 ez eas da chom da v-Bozen (anvet "Bolzano" gantañ) hag e 1919 e voe kaset da Vro-C’hall, asambles gant dileuridi all eus Italia, evit kemer perzh el labour da sevel feurioù-emglev Versailhez ha Trianon. Neuze e voe lakaet an harzoù etre Aostria hag Italia war linenn disrann an douerier ha lakaet Tirol ar Su en Italia.
Anvet e voe Tolomei da "Commissario alla Lingua ed alla Cultura in Alto Adige" e Bozen. D’an 2 a viz Here 1922 ez eas, e penn ur strolladig "Rochedoù Du" faskour, da aloubiñ ti-kêr Bozen ha da skarzhañ ar maer dilennet, un alamaneger. E 1923 e voe anvet Tolomei da senedour evit e drugarekaat. Diwezhatoc’h e voe anvet da "gont" gant ar roue Vittorio Emanuele III : "Comte de la Vetta", diwar an anv-lec’h savet gantañ evit unan eus menezioù uhelañ Tirol ar Su, ar Glockenkarkopf ("Vetta d’Italia" en italianeg).
E-pad an Eil Brezel-bed e paouezas Tolomei gant ar politikerezh. Harzet e voe gant an Alamaned, e miz Gwengolo 1943, pa voe aloubet hanternoz Italia ganto. Bac’het e voe e kamp-bac'h Dachau da gentañ hag en ul lec’h all da c’houde, e Thüringen. E 1945 e voe dieubet ha distreiñ a reas da Italia. Goude ar brezel e skrivas e eñvorennoù, embannet e 1948. Mervel a reas e Roma d’ar 25 a viz Mae 1952 ha beziet e voe er geriadenn ma oa bet o vevañ, e Montan.
E oberenn
kemmañEvit Ettore Tolomei e oa Tirol ar Su un douar italian da gentañ hag aostrian e oa bet e-pad un nebeud kantvedoù hepken. Abalamour da se e ranke ar vro-se dont da Italia en-dro hag e ranke an anvioù-lec’h enni bezañ italianek.
E 1916, a-raok ma vefe Italia o kemer perzh er Brezel-bed Kentañ, e oa bet krouet ur bodad, renet gant Tolomei evit treiñ lec’hanvioù an "tiriad a vo aloubet dizale". Gant ar bodad-se e voe troet tost da 12 000 anv. Adalek miz Mezheven 1916 e voe embannet an Archivio per l'Alto Adige, ur gelaouenn vloaziek, savet gant Tolomei ivez, enni pennadoù a glaske prouiñ e oa Tirol ar Su un douar italian.
Gant Tolomei e-unan e voe krouet 8 000 lec'hanv italianek. Adalek deroù ar bloavezhioù 1920 e voe lakaet an anvioù italianek-se en implij gant ar renad faskour, evit italianekaat Tirol ar Su.
Hiziv c'hoazh e talvez ar braz eus an anvioù savet gant Tolomei da anvioù italianek ofisiel eno, e-kichen an anvioù alamanek ha ladinek implijet war an dachenn.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Prontuario dei nomi locali dell'Alto Adige (it)
- Why an Italian row over place names is dredging up memories of fascism, BBC News, 1 May 2017 (en)