FGM-148 Javelin
An FGM-148 Javelin zo ur vannerez-visiloù hezoug enep-tankoù produet abaoe 1996 gant an embregerezh Lockheed Martin. An arm kentañ eo a ra gant ar sistem Fire and Forget[1] a aotre an tenner da vont da guzhat diouhtu goude bezañ tennet, hep gortoz e vefe bet tizhet e sibl. Savet eo evit tarzhañ a-us d'an tankoù, a zo peurliesañ unan eus lec'hioù gwan ar c'harbedoù-mañ[2]. Implijet e vez gant arme ar Stadoù-Unanet ha reoù all er bed. Un nebeud miliadoù anezhe a voe kaset da arme Ukraina a-raok eil aloubadeg ar vro gant Rusia e 2022, ha sikour a rejont da herzel an argadennoù rusian e mizioù kentañ an emgannoù[3].
FGM-148 Javelin | |
---|---|
Soudarded stadunanat oc'h implijout ur Javelin e 2006 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Bannerez-visiloù enep-tankoù |
Mont en-dro | Korzenn a c'haller adkargañ Sistem tennañ Fire and forget ("Tenn ha disoñj") |
Kalibr | 127 mm |
Produerien | Lockheed Martin Raytheon |
Mare ijinañ | 1989 |
Mare produiñ | Abaoe 1996 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 17,3 kg |
Hirder | 1,2 m |
Hirder ar c'hanol | 1,1 m |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Etre 65 m ha 2.500 m hervez ar mod-arsailh |
Kargad penn ar vannadell | 8,4 kg danvez-tarzh |
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ "Tenn ha disoñj"
- ↑ (en) Javelin Weapon System war lec'hienn Lockheed Martin (lennet d'ar 07/12/2024)
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, La Roumanie a l’intention de se procurer 263 missiles antichars FGM-148F Javelin auprès des États-Unis, Opex360, 15/12/2023 (lennet d'ar 07/12/2024)