An FN P90, pe FN Project 1990, a zo un arm difenn personel (saozneg: personal defense weapon berraet e PDW) ijinet ha savet gant FN Herstal e Belgia. Savet e oa bet evel diskoulm d'ur goulenn a-berzh an NATO evit kemer plas an armoù 9×19mm Parabellum. Ar P90 a oa bet savet evel un arm tuzum met gant un tan kreñv evit bourzhidi karbedoù, soudarded an dafariñ, nerzhioù ispisial, hag an unvezioù enep-sponterezh.

An FN-P90 gant ar c'harger goullo

Savet e oa bet asambles ar pistolennoù FN Five-seven hag an FN P90 kement hag ar c'harger FN 5.7×28mm. Ar P90 a oa bet embannet e 1990, hag ar Five-seven e 1998 evel pistolenn oc'h implij ar memes bolodoù 5.7×28mm.

Soudardezed an Ejército del Perú armet gant an FN P90 o tibunañ