Un dudenn gozh eus ar fokloraj saoz eo Father Christmas, arouez fest an Nedeleg. Ne oa ket gwelet evel un degaser-profoù, met doare saoz Santa Claus an douar-bras.

Father Christmas e Christmas Carol, gant Charles Dickens, e 1843.
Father Christmas en amzerioù viktorian

Ar skeudenn a zo anezhañ hiriv a voe krouet e dibenn an XIXvet kantved, en amzer ar rouanez Victoria, hag a zo bet kemmesket gant tudenn Santa Claus. Siôn Corn a vez graet anezhañ e Kembre abaoe 1922.

Lidoù kozh kemmañ

Ar boaz da vanveziñ da vare an Nedeleg a gaver adal ar Grennamzer Uhelañ (c. 11001300). Sur a-walc'h e teue eus lidoù rakkristen, pe kelt pe german, e Breizh-Veur.

Roud a zo eus personeladur Nedeleg adal ar XVvet kantved, met er XVIIvet eo e weler ar Father Christmas end-eeun o tiskouez e benn war-lerc'h Brezel-diabarzh Bro-Saoz. Dindan Cromwell o devoa klasket ar Buritaned berzañ gouel Nedeleg, gwelet evel papist

XVvet kantved kemmañ

En ur skrid eus ar XVvet kantved gant Richard Smart, person e Plymtree, e Devon, etre 1435 ha 1447, e kaver ur gaozeadenn etre tud ha 'Sir Christëmas'[1]. Hennezh eo ar roud kentañ eus personeladur Nedeleg, kejet gant kanañ hag evañ, ma weler Sir Christemas o kemenn ganedigezh Jezuz hag o reiñ bod d'e selaouerien d'evañ:

Nowell, Nowell, Nowell, Nowell,
"Who is there that singeth so?"
"I am here, Sir Christëmas."
"Welcome, my lord Christëmas"
Welcome to us all, both more and less
Come near, Nowell!

Notennoù kemmañ

Pennadoù kar kemmañ