Ar fediverse (ger-malizenn diwar federation hag universe[1]) zo bet aozet en ur c'henstrolliñ servijerien etrekennasket implijet evit an embann web (da lavared eo embann dre ar rouedadoù sokial, dre ar mikroblogoù, ar blogoù, al lec'hiennoù web) hag herberc'hiañ ar restroù ivez, o vezañ m'emañ pep servijer war e ostiz pa c'hell kehentiñ a-daol gant ar reoù all memestra.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Fediverse logo proposal

Mont en-dro kemmañ

War pep servijer (pe istañs) eo posubl d'an implijerien krouiñ pivelezhioù seurtanvet. Ar pivelezhioù-se a c'hell kehentiñ a-dreuz an istañsoù a-drugarez da veziantoù a endalch un pe vuioc'h komenad kennaskañ, hervez ur skouer digor. [2]. Dre m'emañ pivelezhioù an implijerien war ar fediverse e c'hellont postañ testennoù pe mediaoù all, pe heuliañ postoù kaset gant pivelezhioù all.[3]. Pe an implijerien a gav mat dispakañ pe rannañ roadennoù (video, audio, testennoù, ha restroù all) ez-foran pe a gav gwelloc'h hen ober evit ur strollad pivelezhioù ez-prevez pe aotreiñ pivelezhioù zo embann roadennoù tud all evel deiziadurioù pe chomlec'hioù all. Meur a brotokol a ya d'ober ar Fediverse. Ar re bouezusañ a zo ActivityPub, OStatus, diaspora, dfrn, zot hag xmpp.

Istor kemmañ

E 2008 e krouas Evan Prodromou ar rouedad sokial identi.ca hag e embannas ar meziant GNU social dindan al lañvaz frank, GNU Affero General Public License (AGPL). Endalc'hañ a ra ar meziant ar c'homenad OStatus . Ouzhpenn ar servijer a lakae identi.ca da vont en-dro e voe un nebeud istañsoù all meret gant hiniennoù en o c'herzoù. Evel-se e chomas an traou betek 2011–12 ma vo kemmet identi.ca da pump.io ha ouzhpennet meur a istañsoù kevredigezhelEr mare-se, asambles gant GNU social, embregoù all evel Friendica, Hubzilla,[4] Mastodon, ha Pleroma[5] a yeas da vezañ enframmet er c'homenad OStatus, ken en em ledanas ar fediverse. Komenadoù kehentiñ all a yeas e-barzh al leur.

E miz Genver 2018 e kinnigas, ar W3C ar c'homenad ActivityPub, e fal dezhañ kas muioc'h a etrewezhiañ d'al leurioù. E miz Eost 2018 e veze kontet 13 leur o treiñ gant ar c'homenad-se , hemañ ar muiañ dispaket er fediverse.

Raktresoù (meziantoù pennañ) ar Fediverse kemmañ

Kavout a reer ar roll ofisiel war pajen degemer ar Federation

  • Mastodon, mikroblogoù. Doare brezhonek : mastodon.fedi.bzh
  • PeerTube, diaz videoioù
  • Wordpress, prientiñ evit an embann. Diechu an droidigezh.
  • Matrix, postelerezh prim, strolladoù kendael, mikroblogoù
  • Pleroma, mikroblogoù, strolladoù kendael
  • Funkwhale, diaz enrolladennoù sonerezh
  • Pixelfed, diaz fotoioù
  • diaspora, strolladoù kendael
  • mobilizon, strolladoù kendael
  • Hubzilla, mikroblogoù, strolladoù kendael
  • Prosody, protokol kehentiñ dre ar vouezh
  • ejaberdd, postelerezh prim etregwezhus
  • GNUsocial

Pennadoù nes kemmañ

Lec'hienn ofisiel kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. saozneg : kevredad + hollved. A-wezhioù berraet "The Federation"
  2. Fed FAQ. Mastodon User Guide.
  3. What on Earth is the fediverse and why does it matter?. New Atlas.
  4. gnusoc · master / addons. Hubzilla. Framagit.
  5. Pleroma.