Fedora (tog)
Ar fedora zo anv un tog feltr graet gant ar gompagnunezh Borsalino en Italia, hag a zo bet brudet dre ar sinema. E broioù zo e vez anvet borsalino, e Breizh-Veur trilby.
Fedora ha borsalino
kemmañNe vez ket graet ar c'hemm atav etre fedora ha borsalino: gant ar gompagnunezh Borsalino e vezont graet o-daou, hag en feltr.
Graet e veze feltr ar fedora gant gloan, e-skoaz hini ar borsalino a veze graet gant krec'hin lapined.
Hiziv e vezont graet gant meur a zanvez disheñvel, ha kemm zo etreze muioc'h dre o stumm : tric'hornek evit kurunenn ar fedora.
Istor
kemmañGanet e oa an anv fedora e 1891 abalamour d'ur pezh gallek skrivet gant Victorien Sardou evit Sarah Bernhardt. C'hoariet e voe e SUA e 1889. Sarah a oa ur briñsez Fedora hag a wiske un tog heñvel ouzh ur borsalino. Dont a reas da vout ur c'hiz evit ar merc'hed da gentañ, a-raok bezañ adkemeret gant ar baotred.
Er sinema
kemmañ- E Casablanca hag ar Maltese Falcon (Falc'hun Malta) eo ur fedora a zo war-benn Humphrey Bogart.
- En "Dollars Trilogy", an tri western italian graet gant Sergio Leone, e vije ur fedora war benn Clint Eastwood.
- Ar Blues Brothers a wisk pep a fedora er film.