Ferdinand Karl Aostria-Este (1754-1806)
Ferdinand Karl Aostria-Este (Kastell Schönnbrunn, 1añ a viz Mezheven 1754 – Vienna, 24 a viz Kerzu 1806), anavezet evel Ferdinando Carlo Antonio Giuseppe Giovanni Stanislao d'Asburgo-Lorena en italianeg, a oa arc'hdug Aostria ha gouarnour Milano en Italia (1771-1796).
Mab e oa da Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel ha d'e bried an impalaerez Maria Tereza Aostria, hag o fevarzekvet bugel e oa.
Arc'hdug Aostria ha dug Breisgau hag Ortenau e voe, ha gouarnour Milano adal ar 15 a viz Here 1771 betek an 21 a viz Mae 1796.
Diwar gourc'hemenn e vamm e lakaas sevel ar Villa Reale e Monza.
Eured war wel
kemmañYaouankik e oa Ferdinand c'hoazh pa glaskas e dud e zimeziñ. E 1763 e voe sinet un emglev etre Ercole, pennhêr Dugelezh Modena ha Reggio (ha dug goude evel Ercole III, ha marvet e 1803), hag hervez an emglev-se sinet gant an impalaerez Maria Tereza e ranke Ferdinand vihan (nav bloaz d'an ampoent) dimeziñ da verc'h Ercole, Maria Beatrice. Evel-se e taole Aostria he dorn war holl vadoù an tiegezh d'Este, keit ha ma chome Ercole dishêr.
Un emglev heñvel a oa bet sinet e 1753 evit breur bras Ferdinand, Leopold II, met hennezh a oa bet anvet e 1761 pennhêr Dugelezh-veur Toskana (hêrezh o zad Frañsez Iañ Habsbourg-Loren), ha setu perak en devoa ranket dilezel unan eus an div gurunenn.