Feur-emglev Entrammes

Feur-emglev Entrammes a voe sinet er bloaz 863 etre ar roue Salaun hag ar roue Karl Voal en Abbati Entrammes (Mayenne, Bro-C'hall).

Kadarnaet e oa da Vreizh an douaroù bet gounezet gant Erispoe ha brasaet e oa ar vro betek ur vro "etre daou zour" (moarvat etre ar stêrioù Mezven ha Sarthe).

En he bleuñv e oa rouantelezh Breizh gant ar feur-emglev-mañ pa voe brasaet hep ma vije bet ezhomm eus ur brezel zoken.

Pennad kar

kemmañ