Feur-emglev Riga (1920)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Feur-emglev Riga (latveg: Latvijas-Krievijas miera līgums, ruseg: Рижский мирный договор 1920 года) a voe sinet d’an 11 a viz Eost 1920 etre gouarnamant republikan Latvia ha gouarnamant bolchevik Rusia e Riga (Latvia) goude an arsav-brezel da heul dieubidigezh Livonia gant luioù Latvia ha Polonia. Peurviwiriekaet e voe gant an div Stad e miz Here 1920.
-
Kevraouerien latviat ha soviedat o sinañ an emglev.
-
Galloud dileuriañ Rusia Soviedel bet roet da Adolf Joffé gant Vladimir Lenin.
-
An harzoù etre Latvija ha Rusia soviedel.
Abegoù
kemmañ- Kemeret e voe Latvia gant an Alamaned e miz Gwengolo 1917 abalamour d'an Dispac'h ha d'an trubuilhoù e Rusia. Padout a reas betek miz Du 1918, pa rankas Alamagn kodaniañ e Compiègne (Bro-C'hall) d'an 11 a viz Du 1918.
- Klask a reas bihan-niver Alamaned ar vro bout staget, mod pe vod, ouzh Alamagn; e rummadoù uhel ar gevredigezh e oant, lod anezhe o vout noblañsoù, ha perc'henned war tachennoù bras ken-ken.
- Embannet e voe Stad Latvia d'an 18 a viz Du 1918.
Kevraouerien
kemmañ- E anv Latvia : Jānis Vesmanis, Pēteris Berģis, Ansis Buševics, Eduards Kalniņš ha Kārlis Pauļuks,
- E anv Rusia : Adolf Joffé ha Jakov Haniecky.