Ffestiniog
Ffestiniog zo ur barrez hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e Kembre. Emañ e-kichen Maentwrog, e Cwm Ffestiniog.
Alese e c'haller gwelet ar Moelwynion, menezioù en Eryri. Er gumuniezh emañ kêriadennoù Blaenau Ffestiniog, Llan Ffestiniog, Tanygrisiau. Drezi ivez e red ar stêr Afon Cynfal.
Ur skol kentañ derez zo e kêriadenn Llan Ffestiniog, anvet "Ysgol Bro Cynfal". Gwechall e oa ul linenn hent-houarn a gase eus Blaenau Ffestiniog da Y Bala, betek ar bloavezhioù 1960.
Liammet eo ar vro-se ouzh Blodeuwedd, Lleu Llaw Gyffes ha Gronw Pebr, a zo kaoz anezho e Pevar Skourr ar Mabinogi. E kantrev Ardudwy e oa Ffestiniog gwechall, a-raok bezañ e kontelezh Meirionnydd.
E 2011 e oa 4 875 a dud o chom e kumuniezh Ffestiniog ha 3 689 anezho a oa kembraegerien (78,6%)[1].
Tud brudet
kemmañ- Huw Llwyd, barzh kembraek
- Morgan Llwyd (1619-1659), skrivagner
- Geraint Vaughan Jones, skrivagner
Notennoù
kemmañ- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..