Flavius Claudius Jovianus
Jovian, pe Flavius Claudius Jovianus (war-dro 332 - 17 a viz C'hwevrer 364), a voe impalaer roman e-pad eizh miz, eus Mezheven 363 da C'hwevrer 364, war-lerc'h Juluan II.

Mab e oa da Varonianus. Ezel e oa eus korf gwarded an impalaer.
Aet e oa gant Juluan da vrezeliñ ouzh ar Sasanided. Pa varvas Juluan e voe anvet Jovianus da impalaer kerkent gant e soudarded.
Skuizh-divi e oa an arme, berr ar boued, ha dibosubl treizhañ ar stêr Tigris. Neuze e reas ar peoc'h gant ar Sasanided, en un doare mezhus.
Erruout a reas e kêr Edessa. Eno e teuas an eskibien da c'houlenn e ali diwar-benn kelennadurezh an iliz kristen. E Gwengolo 363 ec'h adsavas ar gristeniezh evel relijion-stad.
O tistreiñ da Gergustentin e oa pa varvas e Dadastana.
Dimeziñ ha bugale kemmañ
Dimezet e oa Jovian da Charito, merc'h d'ur jeneral anvet Lucillianus. Daou vab o doe, unan anvet Varronianus evel e dad-kozh a-berzh tad, hag unan all ha n'ouzer ket e anv[1].Patrom:Sfn
Notennoù kemmañ
- ↑ Filostorgi Historia Ecclesiastica VIII.8