France Bevk
France Bevk (17 Gwengolo 1890 e Zakojca - 17 Gwengolo 1970 e Ljubljana) a oa ur skrivagner eus Slovenia.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Socialist Federal Republic of Yugoslavia, Rouantelezh Italia, Aostria-Hungaria |
Anv-bihan | France |
Anv-familh | Bevk |
Lesanv | Pavle Sedmak |
Deiziad ganedigezh | 17 Gwe 1890 |
Lec'h ganedigezh | Zakojca |
Deiziad ar marv | 17 Gwe 1970 |
Lec'h ar marv | Ljubljana |
Tachenn labour | literary activity, translating activity, Embannerezh |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Ezel eus | Slovenian Academy of Sciences and Arts |
Levezonet gant | Prežihov Voranc |
Prizioù resevet | Prešeren Award, Levstik Award |
Ganet e voe en ur geriadenn vihan eus kontelezh Gorizia a oa da neuze ul lodenn eus Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Mont a reas da gelenner. Goude ar Brezel-bed Kentañ e labouras evit kazetennoù hag en em staliañ a reas e Gorizia a oa hiviziken en Italia. Abalamour d'e obererezh politikel ha sevenadurel e rankas kuitaat Italia e 1935 ha mont da chom da Ljubljana, e Rouantelezh Yougoslavia. Eno e tarempredas skrivagnerien hag arzourien all. Abaoe e yaouankiz e skrive barzhonegoù. Er bloavezhioù 1930 e tapas brud gant e romantoù a daolenne stourm ar slovenegerien en Italia, a-enep renad faskour Mussolini. E romant anavezetañ eo Kaplan Martin Čedermac (1938), ma kont buhez ur beleg katolik eus minorelezh slovenek Italia.
Pa voe aloubet Yougoslavia e miz Ebrel 1941 e voe rannet Slovenia etre ar Reich alaman hag Italia faskour. Toullbac'het e voe France Bevk gant an alouberien italian. E 1943 e tec'has diouzh ar prizon ha mont a reas da stourm asambles gant ar Bartizaned sloven. E dibenn an Eil Brezel-bed en em stalias e Trieste met buan a-walc'h e tistroas da Ljubljana. Dont a reas da vezañ unan eus izili Akademiezh Sloven ar Skiantoù hag an Arzoù. Div wech e tapas ar Priz Prešeren gant e levrioù, e 1949 hag e 1954. E dibenn e vuhez e savas levrioù evit ar vugale. Ur skrivagner puilh e oberennoù e voe, pa pa skrivas ouzhpenn 100 levr.