Frañsez Le Livec
Frañsez al Livec (François Le Livec e galleg), ganet e Kemper d'ar 5 a viz Mae 1726, ha marvet drouklazhet e Pariz d'ar 4 a viz Gwengolo 1792, a oa ur beleg jezuist hag ur merzher. Unan eus Merzherien Gwengolo 1792 eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.
Frañsez Le Livec a oa kelenner e skolaj Gwened pa voe dismantret e Bro-C'hall Kompagnunezh Jezuz (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Goude-se e voe kofesour e ti ar Briñsez a Lamballe, hag aluzener e Kalvar ar Wern (Calvaire du Marais) e Pariz[1].
Nac’h a reas touiñ sentiñ ouzh al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Kaset e voe da brizon an Nerzh-Bras (Grande Force) e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'ar 4 a viz Gwengolo 1792 (e-pad Lazhadegoù Gwengolo).
Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv Glaoda Laporte, Visant Rousseau, ha Nikolas Verron, bet jezuisted eus eskoptioù Kemper ha Leon. Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Louis Saluden, Jean-Louis Chapalain, Eur brestad epad an XVIIIet kantved : an den eurus Glaoda Laporte, Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1927, p. 174-175.