Friedrich Prusia (1794-1863)
Friedrich Wilhelm Ludwig Prusia, pe Friedrich Wilhelm Ludwig von Preußen (en alamaneg), bet ganet d'an 30 a viz Here 1794 en Berlin (Rouantelezh Prusia d'ar mare-se) ha marvet d'ar 27 a viz Gouere 1863 er memes kêr, a oa ur jeneral prusian.
E dud
kemmañMab e oa d'ar priñs Friedrich Ludwig Karl Prusia, ha d'e bried Friederike von Mecklenburg-Strelitz, a voe rouanez Hannover, pa eildimezas diwezhatoc'h. Niz e oa da roue Prusia, Friedrich Wilhelm III, ha lezvab e teuas da vezañ da roue Hannover, Ernst August Iañ Hannover.
Daou vloaz e oa pa varvas e dad. Addimeziñ a reas e vamm.
Charlotte Augusta Kembre a oa troet a-walc'h gant Friedrich e 1814 hag a soñje e timezje dezhañ. Meur a wech en em gavjont an eil gant egile, met da gazh ez eas an taol.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas e 1817 e Ballenstedt da Luise von Anhalt-Bernburg (1799-1882), merc'h da Alexius Frederick Christian, Dug Anhalt-Bernburg[1]. Daou vab o doe :
E vuhez e Düsseldorf
kemmañAdal 1815 betek e varv e servijas ar Priñs evel komandant ur rejimant hobregonerien. O chom edo en ur palez Wilhelmstrasse betek 1820, pa voe anvet da gomandant an 20vet rannarme e Düsseldorf hag eno edo o chom e Kastell Jägerhof.
Troet e oa gant ar Grennamzer, evel e genderv roue, Friedrich Wilhelm IV , ha gant kestell lezioù ar Roen. Prenañ a reas kastell Fatzberg, a voe e hañvlec'h, hag adenvel a reas anezhañ Burg Rheinstein.
Bloavezhioù diwezhañ e Berlin
kemmañGalvet e voe da zistreiñ da Verlin e-pad ar Reveulzioù e 1848 e Stadoù Alamagn. Ken mat e oa e vrud e Düsseldorf ma voe anvet da geodedad a enor e 1856.
Friedrich ne veve ket gant e wreg ken abaoe bloaz, abalamour ma oa klañv he nervennoù. En Eller edo-hi o chom, nepell diouzh Düsseldorf, ha mont a rae d'he gwelet bep an amzer.
Friedrich, e bried hag e eil mab, zo beziet en ur chapel a lakaas sevel e Burg Rheinstein.
Lec'hanvadurezh
kemmañKêr Fredericksburg, Texas, lesanvet Fritzburg er vro, a voe anvet evel-hen gant an diazezer, ar baron John O. Meusebach.
Notennoù
kemmañ- ↑ Williams, pp. 88–89