Fritz Todt, bet ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1891 e Pforzheim (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an 8 a viz C'hwevrer 1942 en ur gwallzarvoud karr-nij e-kichen Rastenburg (Prusia ar Reter d'ar mare-se), a oa un ijinour alaman war al labourioù foran.

Fritz Todt,
luc'hskeudennet e miz Meurzh 1940.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Berr-ha-berr

kemmañ

Evel holl wazed e vloavezhiad e kemeras perzh er Brezel-bed kentañ ; goude bezañ bet gloazet en emgann e tapas an Eisernes Kreuz (Kroaz houarn). Gant ar peoc'h o tistreiñ en Europa e teuas a-benn eus e studi en devoa boulc'het en Technische Universität München (Skol-veur Deknikel München).

Kerkent hag ar 5 a viz Genver 1922 en devoa lakaet e anv e Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman a-raok mont da ofiser (Oberführer) er Sturmabteilung (Kevrenn Arsailh) e 1931. Gantañ an hini eo e voe savet an Aozadur Todt e 1938 a voe fiziet ijinerezh-kaer (milourel ha trevourel) an Trede Reich ennañ, bet kaset da benn Moger an Atlantel[1]. gantañ peurgetket. Anvet e penn ar Reichsministerium für Bewaffnung und Munition (Ministrerezh ar Reich evit an Armerezh hag an Tennoù) d'ar 17 a viz Meurzh 1940 e teuas da vezañ unan e-touez pennoù-bras ar renad nazi.

Koll e vuhez a reas pa darzhas e garr-nij en oabl goude bezañ kuitaet penngarter Adolf Hitler. Lakaet e voe Albert Speer en e lec'h.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ur rouedad kreñvlec'hioù savet a-hed aodoù kornôg Europa eus hanternoz Norvegia da harz Bro-C'hall-Spagn.