Fulenn
Kanaouenn gant Alvan & Ahez
Bro Breizh Breizh
Embannadur 2022
Saver ton ha pozioù Alexis Morvan-Rosius ha Marine Lavigne

Fulenn (a dalvez amañ kement hag an elfenn skedus hag ur plac'h yaouank) zo ur ganaouenn vrezhonek war ur sonerezh elektro sonet gant ar strollad Alvan & Ahez ha skrivet gant Marine Lavigne hag Alexis Morvan-Rosius e 2021.

Choazet e oa bet da reprezantiñ Frañs er genstrivadeg Eurovision 2022, goude bezañ kemeret perzh en abadenn skinwel gall Eurovision France, c'est vous qui décidez ! d'ar 5 a viz Meurzh 2022.

Istor kemmañ

Ganet e oa ar ganaouenn diwar gejadenn Ahez, un triad kanerezed brezhonek hag Alvan, un arzour elektro a orin eus an Oriant, en hañv 2021 e Roazhon[1].

Pozioù benelour a oa bet skrivet diwar mojenn Katell Gollet[2], ur plac'h yaouank az a da zañsal dirak un tantad er c'hoadoù e-lec'h ober evel ma c'houlenn he familh, da lavaret eo dimeziñ hag eurediñ, hep ober van eus selloù ar re all[1]. Met un deiz bennak e teu ur paotr yaouank koant a gas anezhi en ur jabadao spontus kar an Diaoul an hini eo.

Hervez Marine Lavigne eo ur ganaouenn diwar-benn selloù an dud ha diwar-benn ur plac'h yaouank modern a fell dezhi ezteuler gant he c'horf ha gant he dañs[3].

Choazet en Eurovision Frañs kemmañ

 
Skignadenn ar gourfenn war skramm bras e Roazhon

Dibabet e voe 12 kanaouenn diwar 3000 e penn-kentañ miz C'hwevrer 2022 ha kinniget d'ar publik kerkent gant Eurovision France ha France Télévisions[1]. Embannet e voe ar single d'an 18 a viz C'hwevrer 2022.

Kemer a ra ar strollad Alvan & Ahez perzh en abadenn-dele Eurovision France, c'est vous qui décidez ! d'ar 5 a viz Meurzh 2022, aozet da choaz an arzour a vezo war ar renk evit Frañs e Kenstrivadeg Eurovision ar c'han 2022[4]. Skignet eo war-eeun war France 2 50 vloaz rik goude skignadenn sonadeg Alan Stivell war Europe 1 (pladenn À l'Olympia)[5]. Gant 222 boent e oa aet ar maout ganto, an eil kanaouenn e brezhoneg abaoe Diwanit Bugale gant Dan ar Braz hag Hêrezh ar Gelted e 1996.

Daveoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Camille Alain, « « Eurovision France » 2022 : Né dans un bar de Rennes, l’ovni Alvan et Ahez mixe électro et chant breton », 20 minutes, 27.02.2022. Lennet d'an 13 a viz Meurzh 2022
  2. (fr) Katell Gollet dans la gueule de l'enfer, Bretagne.com, 25.01.2006. Lennet d'an 13 a viz Meurzh 2022
  3. (fr) Lannig Stervinou, « Eurovision : « Fulenn » est « une invitation à se libérer du regard médisant des autres », selon son auteure douarneniste », Le Télégramme, 19.03.2022. Lennet d'an 20 a viz Meurzh 2022
  4. (fr) Benjamin Pierret, « "Eurovision France: c'est vous qui décidez": l'un de ces 12 artistes représentera la France en mai », BFM TV, 05.03.2022. Lennet d'an 13 a viz Meurzh 2022
  5. Julien Meffre, « Marine Lavigne, kanerez ha skrivagnerez », Le Télégramme. Lakaet en linenn d'an 23 a viz C'hwevrer 2023

Sellet ivez kemmañ