Gégène
Ur ger tennet eus luc’haj al lu c'hall dre grennadur ar ger génératrice ("ganer-tredan" pe "tredanerez") eo gégène, a dalvez da envel un dinamo a servije da voueta ar pellgomzerioù distag war ar maez.
Hanter-kant vloaz zo, e-pad brezel Aljeria (1954-1962), e troe soudarded Bro-C'hall kamblioù ar benveg-se evit jahinañ tud dre lakaat tredan da dremen dre o c'horf.
Dija d’ar mare-se e veze lazhet Aljerianed « ket evit bezañ drouk ganto met evit kavout titouroù a-benn saveteiñ buhezioù tud digablus », a veze lavaret d’an dud. Hanter-kant vloaz goude, ne vez mui implijet ar benveg-se ken rak embannet ez eus bet lezennoù nevez evit herzel d'e implij gant al lu.
Abaoe ma 'z eus mekanikoù da c'henel tredan ez eo bet implijet ar jahinerezh dre dredan. Goude ez eo bet implijet gant lu Bro-C'hall war tud an FLN (Front de Libération National), evit ma vefe roet titouroù gante.
An doare d’ober a oa lakaat elektrodoù (+/-) war lodennou disheñvel eus ar c'horf, evit ma tremenfe an tredan dre al lodennoù-se, peurvuiañ war an divskouarn pe c’hoazh war kalc'h ar baotred.
Displeget eo bet an teknik-mañ gant ar jeneral Bigeard en ul levr anvet « Le manuel de l'officier de renseignement », bet embannet gant al lu c'hall ha skignet dre ar bed a-bezh ; implijet eo bet an teknikoù a zo meneget ennañ gant Augusto Pinochet e Chile, Saddam Hussein en Irak, ha gant servijoù-ditourañ Stadoù-Unanet Amerika.