GRAPO
GRAPO a zo teskanv ar strollad "Grupos de Resistencia Antifascista Primero de Octubre" e spagnoleg, da lâret eo "Strolladoù Resistañs Enepfaskour 1añ a viz Here". Lodenn vilourel Strollad Komunour Spagn (adsavet) pe PCE (r) eo ar GRAPO.
Deiziad krouiñ | 1975 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Grupos de Resistencia Antifascista Primero de Octubre |
Anvet da sponter gant | Unaniezh Europa |
Stad | Spagn |
Ideologiezh politikel | enepfaskouriezh |
Krouet e oa bet e 1975 evit skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh Spagn hag evit lakaat ur renad marksour-leninour e plas ar renad faskour er vro.
Ne oa ket gwall uhel an niver a dud a savas a-du gant ar strollad-mañ, kalz nebeutoc'h da skouer e-keñver ar souten a veze roet da ETA gant ul lodenn vras eus ar bobl euskarat er mare-se.
Hervez ar polis e vefe damheñvel framm diabarzh ar strollad ouzh hini ur skarenn.
Gant ar GRAPO ez eo bet graet laeroñsi e tiez-bank, lazhet tud ha lakaet bombezennoù da darzhañ e savadurioù o tennañ d’ar gouarnamant ha da embregerezhioù meur. En holl ez eus bet lazhet 90 a dud gant an aozadur.
A-drugarez da strivoù ar polis e Spagn o kenlabourat a-wechoù ivez gant hini Frañs eur bet deuet a-benn da dapout ha da herzel meur a ezel eus ar strollad, en o zouez meur a rener ivez.