Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi

taolenn dizanv

Scuola di fontainebleau, presunti ritratti di gabrielle d'estrées sua sorella la duchessa di villars, 1594 ca. 01.JPG

Gabrielle d'Estrées hag ur c'hoar dezhi
Livour dianav — Dibenn 1593 pe deroù 1594
Eoul war lien - 96 x 125 cm
Musée du Louvre, Paris, Bro-C'hall

Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi zo un daolenn eus Skol Fontainebleau a voe livet er XVIvet kantved ha miret e Mirdi al Louvre e Pariz, ma weler Gabrielle d'Estrées, a greder, da lavarout eo serc'h ar roue gall Herri IV a Vro-C'hall, o kibellat gant unan eus he c'hoarezed, an dugez a Villars[1].

N'ouzer ket gant piv e voe livet an daolenn, war-dro 1594. En tu dehou emañ Gabrielle d'Estrées.

En o noazh emañ an div vaouez, hag evel ma oa ar c'hiz betek dibenn an XIXvet kantved (Gustave Courbet), ez eus kavet un abeg da guzhat moudenn ar maouezed. Anaout a reer Gabrielle diouzh he c'hoar :

  • abalamour d'ar walenn a zo ganti, roet dezhi evel prof ha prouenn a garantez gant ar roue, marteze e walenn-roue, an hini a voe roet dezhañ da zeiz e guruniñ ;
  • abalamour, a soñjer, ma kemenn evel-se eo brazez digant ar roue eus o bugel kentañ, César de Bourbon, ur bastard da Herri IV a voe ganet e miz Mezheven 1594 (pevar all a vo) peogwir :
    • emañ he c'hoar o sellout ha laezh zo ganti ;
    • ez eus ur vatezh oc'h ober stamm ;
    • ez eus un tantad en oaled, a zo arouez kof ar vamm.

Evit karantez ar roue hag e bried-kleiz a zo diskouezet gant al livadur ouzh ar voger a-dreñv hag ar walenn roueel.

Taolenn an dornioù kleiz eo : hini ar c'hoar o piñsat ar vronn, hini an dorn gwalennet, hini ar vatezh o wriat.

Ouzhpenn-se, war ar poltred en diadreñv e weler gaol un den en e noazh ivez. Kontet e vez emañ o terc'hel e galc'h en e zorn. E gwirionez ez eus un tamm lien ruz war e c'haol.

FilmAozañ

NotennoùAozañ

  1. Rose-Marie ha Rainer Hagen, What Great Paintings Say levrenn 2, Taschen, 2002, ISBN 978-3-8228-1372-0