Gandalf
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gandalf a zo un hudour en romantoù An Hobbit hag Aotrou ar Gwalennoù bet skrivet gant J. R. R. Tolkien. Ezel eo eus urzh an Istari ha dont a ra da vezañ penn ha mentor Kumuniezh ar Walenn.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Micher | klezeour, magician |
Perzhiad e | the Council of Elrond, War of the Ring, Fellowship of the Ring |
Anvet diwar | Gandalf |
Ezel eus | White Council, Fellowship of the Ring, Istari |
Perc'henn war | Narya, Shadowfax |
Krouet gant | John Ronald Reuel Tolkien |
Dezerc’her | Ian McKellen, Daniel Weyman |
Deiziad embann | 1937 |
Aktour mouezh | John Huston |
A denn da ved ar faltazi | Tolkien's legendarium |
Lec'h produiñ | Skol-veur Oxford |
Armament | Glamdring |
Mount | Shadowfax |
Narrative role | main character |
Enemy | Saoron, Smaug, Saruman |
Character type | Christ figure |
Evel hudour ha douger ur Walenn a c'halloud en deus ur beli bras
Anvioù
kemmañTolkien en doa tennet anv Gandalf eus hini Gandálfr, ur c'horr er Dvergatal, ur roll a anvioù korred er Völuspá[1]. E Norseg e talvez an anv kement ha "elf e bennbazh". Adkavout a reer ar memes skeudenn en anv Tharkûn, a dalvez "den e bennbazh" e Khuzdul, yezh ar Gorrred ijinet gant Tolkien[2].
Gandalf en deus meur a anv hag a lesanv en oberennoù Tolkien. Faramir a ra "ar pirc'hirin gris" anezhañ, ha disklêrian a ra en deus lavaret Gandalf : "Kalz a anvioù am eus hag e kalz a vroioù. Mithrandir ("pirc'hirin gris"}} e-touez an Elfed, Tharkûn evit ar Gorred, Olórin e oan-me em yaouankiz er c'hornôg hag a zo disoñjet, Incánus er su, en norzh Gandalf; d'ar reter ne'z an ket."[3].
E-barzh un dornskrid abred eus The Hobbit ez eo anvet Bladorthin[4]. Er skrid-se e vez graet Gandalf eus ar C'horr a zeuio da vezañ Thorin Skoedderv.
Pep a liv disheñvel o deus mantilli hudourien Douar ar C'hreiz. E-pad ar pep brasañ eus e vuhez evel hudour, mantell Gandalf a oa gris, alese e anv : Gandalf "ar gris" ha Greyhame (tilouet), diwar an hensaozneg hame ("golo, kroc'hen") a vez graet anezhañ e Rohan. Mithrandir eo e anv e sindarin, ar pezh a dalvez "ar pirc'hirin gris" pe "ar reder bro louet". E-kreiz The Lord of the Rings e teu Gandalf da vezañ penn urzh an hudourien, hag advadezet eo Gandalf Wenn. Ar c'hemm statud ha dilhad a zegas un anv all : "ar marc'heger gwenn". Kouslkoude e kendalc'h an Elfed da envel anezhañ Mithrandir. A-wezhioù e The Lord of the Rings, ez a e enebourien outañ gant lesanvioù evel : kaner fall (Stormcrow), Láthspell ("Keloù fall" e hensaozneg), ha "Foll gris"[5].
Buhez
kemmañValinor
kemmañE Valinor, e veze graet Olórin eus Gandalf[6]. Unan eus Maiar Valinor e oa, unan eus pobl ar Vala Manwë evit bezañ resis. A-hervez e oa ar furañ eus ar Maiar. Daremprediñ a rae daou Valar all : Irmo, rak bevañ a rae en e liorzhoù, ha Nienna, patromez a druez, a gelennas anezhañ. Pa zivizas ar Valared kas urzh an Istari en tu all d'ar mor da Zouar-ar-C'hreiz da guzuliañ ha da skoazellañ ar re a enebe ouzh Sauron e oa graet anv eus Olórin gant Manwë. Olórin a c'houlennas da gentañ bezañ digarezet abalamour m'en doa aon rak Sauron ha ma tiouere an nerzh da dalañ outañ, Manwë avat a respontas e oa muioc'h a abegoù abalamour da se dezhañ da vont di[7].
Evel ar Maiar arall, Gandalf ne oa ket un den tonket da vervel met ur boud damheñvel ouzh un ael e stumm un den. Evel unan eus ar speredoù-se, Olórin a servije krouer ar bed (Eru Ilúvatar) "tan kuzh" ar c'hrouer.
Antreal a reas ar Maiar er bed dindan furm pemp hudour hag e kemeras neuz un den kozh evel sin a uvelded. Roll an hudourien a oa kuzuliañ met morse talañ ouzh nerzh Sauron gant ho hini. Degemeret e vefe gwelloc'h alioù un den kozh uvel gant rouaned hag aotronez Douar ar C'hreiz evit hini ur boud galloudus hag a rofe urzhioù dezhe war-eeun[T 1]
Douar ar C'hreiz
kemmañErruout a reas an hudourien e Douar ar C'hreiz pep hini d'e dro, abred e-doug an trede oadvezh. An hini diwezhañ e oa Gandalf. Degouezhout a reas e havroù Mithlond. Seblantout a rae bezañ an hini koshañ hag an hini disterañ met Círdan, ar saver listri, a santas e oa an hini brasañ anezhe kerkent hag o emgav kentañ. Narya, Gwalenn an tan, a roas dezhañ. Sarouman, penn an hudourien, a glevas komz eus an donezon hag a oa feuket e vije bet choazet Gandalf. Hemañ a guzhas mat ar walenn, ha ne ouie nemeur a dud e oa gantañ kent dezhañ kuitaat gant an dougerien gwalennoù all[T 1].
Stennet e oa an darempred etre Gandalf ha Sarouman, penn an Istari. Urzh o doa an hudourien da skoazellañ an dud, an Elfed, hag ar Gorrred, met dre o c'huzulioù hepken. Difennet e oa implijout an nerzh da da vestrañ anezhe. Sarouman avat a zalc'he nebeutoc'h-nebeutañ kont eus an urzh-se[T 1].
Ar C'huzul gwenn
kemmañAbred e touetas Gandalf ne oa ket un Nazgûl eus igromañser Dol Guldur met Sauron e-unan. Hag eñ ha mont da Zol Guldur[T 2] da zizoleiñ ar wirionez, met tec'het a reas an igromañser razañ. Distreiñ a reas an igromañser da Zol Guldur goude-se gant muioc'h a nerzh[T 2] hag ar C'huzul gwenn a oa savet evit respont d'an dañjer[T 2]. Spi he doa Galadriel e vefe renet ar c'huzul gant Gandalf, met nac'hañ a reas, rak ne felle ket dezhañ bezañ liammet ouzh hini war-bouez ar Valar o doa kaset anezhañ. Choazet e oa Sarouman en e lec'h, abalamour ma oa an hini a oa ar muiañ desket diwar-benn labour Sauron en Eil Oadvezh[T 3][T 1].
Distreiñ a reas Gandalf da Zol Guldur e dañjer e vuhez ha deskiñ en un doare asur e oa Sauron distroet e oa an igromañser. Ar bloaz war-lerc'h e oa galvet ar C'huzul gwenn, ha Gandalf a alias kas Sauron kuit[T 2]. Sarouman, avat, a lavaras d'ar C'huzul e c'hwitfe strivoù anat Sauron evit adkavout ar Walenn Nemeti, dre ma oa bet kaset ar Walenn d'ar mor gant ar stêr Anduin pell zo, hag e oa divizet gortoz. D'ar mare-se avat e krogas Sarouman e-unan da glask ar Walenn tost da Brad an Elestr ma oa bet lazhet Isildur[T 3][T 1].
Erebor
kemmañEl levr Unfinished Tales e skriv Tolkien un tamm hiroc'h diwar-benn an istor a-dreñv An Hobbit. Anv a ra eus ar gejadenn dre zegouezh etre Gandalf ha Thorin Oakenshield, ur roue korr en harlu, e tavarn ar Prancing Pony e Bree. Gandalf en doa rakwelet abaoe ur pennad amzer ar mare ma tarzhfe ar brezel gant Sauron, ha gouzout a rae e oa an norzh e dañjer bras. E ken kaz ma vefe taget Rivendell e c'hallfe an aerouant Smaug ober distrujoù bras. Kenderc'hiñ a reas Thorin e c'halle sikour anezhañ da c'hounit en-dro e rouantelezh kollet en Erebor digant Smaug, hag evel-se e krogas an avantur[8].
Filmoù ha radio
kemmañAn aktour saoz Ian McKellen a c'hoari Gandalf e filmoù The Lord of the Rings renet gant Peter Jackson etre 2001 ha 2003.
Notennoù
kemmañ- ↑ John D. Rateliff, The History of The Hobbit eil levrenn, HarperCollins 2007, Appendix III ISBN:978-0-00-725066-0
- ↑ Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
- ↑ The Two Towers, levrenn IV, pennad 5, "The Window on the West"
- ↑ John D. Rateliff The History of The Hobbit levrenn I Mr. Baggins, HarperCollins, 2007 pennad I(b) ISBN 978-0-00-725066-0
- ↑ Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
- ↑ Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
- ↑ Unfinished Tales, part 4, ch. 2, "The Istari"
- ↑ Unfinished Tales, part 3, 3, "The Quest of Erebor"
Daveoù
kemmañE skridoù Tolkien
kemmañ- Diskouez a ra ar roll-mañ lec'h pep arroud e skridoù tolkien.
- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Unfinished Tales, part 4, ch. 2, "The Istari"
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 The Return of the King, Appendix B.
- ↑ 3,0 ha3,1 The Silmarillion, "Of the Rings of Power and the Third Age"
E skridoù all
kemmañ