Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An Nazgûl (eus nazg, "gwalenn" e yezh du ar Mordor) 'zo tudennoù ijinet e bed Aotrou ar Gwalennoù, savet gant J. R. R. Tolkien. Etre bev ha marv tost int da vezañ tasmantoù. Diwelus int, ha gwisket gant mantilli du bras. Breinet int bet gant ar gwalennoù roet gant Sauron, aotrou an deñvalijenn, ha deuet int da vezañ e vevelien. Desachet eo perc'henned ar gwalennoù gwanañ gant ar Walenn Nemeti.

Ar strobineller Gandalf o talañ ouzh an Nazguls
Un Nazgul gwelet a-dost


Sauron ar strobineller du, roue ar Mordor, en deus roet gwalennoù hud e penn kentañ an Eil Oadvezh: teir d'an elfed, seizh d'ar Gorred ha seizh d'an dud. Met chom a rae gantañ ar Walenn Nemeti a oa mestr war an holl re all.