Ar gasterezh (diwar ar ger gast, stumm gwregel kozh ar ger ki) eo gwerzh an darempredoù reizhel, pe obererezh un den (paotr pe blac'h) a ro e gorf d'un den all, evit arc'hant, amzer da hennezh kaout un darempred reizhel. Gallout a ra paotred ober gasterezh kenkoulz ha merc'hed, met merc'hed dreist-holl eo a werzh an darempredoù-se, ha paotred dreist-holl ivez a bae evit se.

gasterezh
type of crime
Rann eussex industry, black market Kemmañ
Abeg pennañgender inequality, feminization of poverty, rape culture, misogyny, Pedofiliezh Kemmañ
Istorhistory of prostitution Kemmañ
Pleustret gantpimp, prostitution client, gast Kemmañ
Odaliskenn , gant Jules Joseph Lefebvre, 1874. Sklavezed en haremoù Turki e oa an odaliskezed
"An houlierez" gant Dirck van Baburen.
Gwaz gant div c'hast, hervez Édouard-Henri Avril.

Brudet eo da vezañ ar c'hoshañ micher zo war an douar.

Gasterezh toull-bac'h

kemmañ

En toullioù-bac'h e adkaver ar gasterezh. Ar pal evit ar gast a zo da gavout gwarezadur, pe ma vez rediet gant prizonidi all pe izili ar gangoù evel re an Aryan Brotherhood en SUA.

Gerioù deveret

kemmañ

Ur gastaouer, pe louveg, zo un den a blij dezhañ kompagnunezh ar gisti, pe louvigezed.

Gerioù all

kemmañ

Un toullad gerioù dismegañsus a vez graet eus ar gisti e brezhoneg: lergen, vilgen. Darn anezho a ra dave d'al loustoni ouzhpenn, evel kouilhourenn, liboudenn. Ar ger kourtizanez, a live uhel, n'emañ ket er yezh komzet boutin.

Gwelout

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.