Georges Valois
Georges Valois (pe Alfred-Georges Gressent; ganet d'ar 7 a viz Here 1878 ha aet d'an anaon e c'hwevrer 1945) a oa ur politikour hag ur c'hazetenner gall.
Buhez
kemmañGanet en un tiegezh a vicherourien e Paris, Georges Valois a voe un anarkour-sindikadour. Labour a reas evel sekretour e L'Humanité Nouvelle e lec'h ma reas anaoudegezh gant Georges Sorel.[1] Goude bout bevet un herradig en Impalaeriezh Rusia (1903), e voe sekretour evit ti-embann Armand Colin.
Goude bout skrivet e levr kentañ, L'Homme Qui Vient e kejas gant ar skrivagner, broadelour ha monarkour, Charles Maurras, a-raok mont da vout un ezel ag an Action Française. Aze e reas al lesanv Georges Valois anezhañ evit chom hep bout anavezet gant e c'hoprerion.
E 1911 e krouas ar c'helc'h Proudhon hag a oa ur strollad broadel ha sindikadel, hag e teuas da vout penn ti-embann an Action française: Nouvelle librairie nationale, e 1912. Ar C'helc'h a adtapas menozhioù Georges Sorel mesket gant re Charles Maurras, enepyuzev anezhe. Hervez an istorour Zeev Sternhell e oa an ideologiezh-se ur rakwel ag ar faskouriezh italian.
Valois a grouas e 1925 ar sizhunieg Le Nouveau Siècle, hag a veze gwelet gant Maurras evel ur c'hevezer. A-benn ar fin e kollas e labour e La Nouvelle librairie nationale. Ar c'habal gant Maurras a greñvaas c'hoazh goude krouidigezh ar c'hevre Faisceau gantañ.[1]
Goude kalzig a daolioù kaer, ha degemer tud evel Hubert Lagardelle ha Marcel Bucard), e yeas ar c'hevre diwar wel e 1928, goude argaserezh Valois ag ar strollad.
Valois a gemeras perzh er rezistañs gall e-pad renad Vichy a-raok bout skrapet gant an Alamaned d'an 18 a viz Mae 1944, hag e varvas e C'hwevrer 1945 gant an tifuz e kamp-tolp Bergen-Belsen.[1]
Skridoù
kemmañ- La Monarchie et la classe ouvrière, 1914
- L'Économie Nouvelle, 1919
- La révolution nationale, 1924
- L'État syndical et la représentation corporative, les semaines économiques et la campagne pour les états généraux 1920-1924, 1927
- Basile ou la politique de la calomnie, 1927
- L'Homme contre l'argent, 1928
- Un Nouvel âge de l'humanité, 1929
- Finances italiennes, 1930
- Économique, 1931
- Guerre ou révolution, 1931
- Journée d'Europe, 1932
- 1917-1941 : fin du bolchevisme, conséquences européennes de l'événement, 1941
- L'Homme devant l'éternel, 1947
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Biographical notice Patrom:Webarchive on the Sciences-Po website (Centre d'histoire de Sciences Po - Georges Valois (Alfred-Georges Gressent) Patrom:In lang