Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger-mell mann (saoz: zero article) evit komz eus degouezhioù yezhadurel ma ne vez ket implijet ar ger-mell.

Bez' e c'hell ur ger-mell mann bezañ strizh pe amstrizh evel ar gerioù-mell all:

Ger-mell mann strizh

Gant anvioù resis zo e saozneg ne vez implijet ger-mell strizh ebet ("ger-mell strizh mann") pa reer dave oute goude un araogenn en un doare difestis keit ha ma reer gant ar ger-mell strizh evit resisaat an daveen en un doare deiktel, keñveriit:

"He was taken to Ø prison"
("Kaset e oa bet d'an toull-bac'h" = "bac'het e oa bet")
"He was taken to the prison"
("Kaset e oa bet d'an toull-bac'h" = "d'un toull-bac'h resis")

Kemmañ a c'hell ivez ster ur ger hervez ma vez implijet gantañ ar ger-mell strizh pe get, da skouer:

"Mont a rin d'ar gêr"
"Mont a rin e Ø kêr"


Ger-mell mann strizh

E degouezhioù yezhadurel zo e ranker ober ivez chom hep implijout ar ger-mell amstrizh ("ger-mell amstrizh mann"), da skouer ne vez ket implijet ar ger-mell amztrizh gant ar ger "otro" e spagnoleg, keñveriit:

Ger-mell strizh
"Dame el otro"
("Ro din an all (=egile)")
Ger-mell amstrizh mann
"Dame Ø otro" (*"Dame (un) otro")
("Ro din unan all")

Gwelit ivez:

kemmañ